Levr Nehemia 7:5
Hôgen Doué a lékéaz em c’haloun strolla ar ré vrâz hag ar rénerien, hag ar bobl, évit ma niverchenn anézhô; hag é kaviz levr nivérérez ar ré a oa piñet da gen̄ta, war béhini é oa skrivet kémen̄t-man̄:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Hôgen ar géar a oa éc’hon ha brâz, ha dibaot é oa ar bobl a oa enn-hi, ha né oa két savet ann tiez.
Cross References
Ezra 2:62Ar re-man̄ a glaskaz skrîd hô c’héren̄tiez, ha na gefchon̄t két anézhan̄; hag hî a oé pelleet eûz ar vélégiez.
Nehemiah 5:19Az péz koun ac’hanonn, ô va Doué, évid ôber trugarez em c’hén̄ver, hervez ann holl vâd em eûz gréat d’ar bobl-man̄. ———— VI. PENNAD. Énébourien ar Iuzevien a glask hô spoun̄ta. Kaloun Néhémias.
Nehemiah 7:64Ar ré-man̄ a glaskaz hô skrîd enn nivérérez, ha n’her c’hafchon̄t két; hag hî a oé distolet eûz ar vélégiez.
Philippians 2:12Dré-zé, va breûdeûr kér, ével ma hoc’h eûz sen̄tet bépréd, hô pézet préder, nann hép-kén pa émounn bézan̄d enn hô touez, hôgen ivé bréma muioc’h pa ounn ezvézan̄d, da ôber hô silvidigez gan̄d aoun ha gan̄t krén.
James 1:16Na faziit kéd éta, va breûdeûr kér.