The Bible Software
Levr Nehemia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Nehemia 7

1Hôgen goudé ma oé peûr-zavet ar vûr, hag em bôé lékéat ann ôriou, ha lec’hiet ar borsierien, hag ar ganerien, hag al Lévited;

2É rôiz va gourc’hémennou da Hanani, va breûr, ha da Hananias, prin̄s palez Jéruzalem (râg hé-man̄ a oa ével eunn dén gwirion, hag a zoujé Doué dreist ar ré all),

3Hag é liviriz d’ézhô: Na vézet két digoret persier Jéruzalem, kén na vézô tomm ann héol. Ha pa oan̄t c’hoaz énô, é oé serret ha prennet ann ôriou; hag é likiiz é gward tûd Jéruzalem, pép-hini d’hé drô, ha pép-hini dirâg hé dî.

4Hôgen ar géar a oa éc’hon ha brâz, ha dibaot é oa ar bobl a oa enn-hi, ha né oa két savet ann tiez.

5Hôgen Doué a lékéaz em c’haloun strolla ar ré vrâz hag ar rénerien, hag ar bobl, évit ma niverchenn anézhô; hag é kaviz levr nivérérez ar ré a oa piñet da gen̄ta, war béhini é oa skrivet kémen̄t-man̄:

6Ar ré-man̄ eo mipien ar brovin̄s, péré a zô distrôet eûz ar sklavérez, é péhini en dôa hô c’haset Nabukodonosor, roué Babilon, hag a zô distrôet da Jéruzalem, ha d’ar Judéa, pép-hini enn hé géar.

7Ar ré a zeûaz gan̄t Zorobabel: Josué, Néhémias, Azarias, Raamias, Nahamani, Mardokéus, Belsam, Mesfarat, Bégoai, Nabum, Baana. Chétu nivéréréz tûd pobl Israel.

8Mipien Faros, daou vil daouzég hag eiz-ugen̄t.

9Mipien Safatia, daouzég ha triouec’h-ugen̄t.

10Mipien Aréa, c’houec’h kan̄t daou hag han̄ter-kan̄t.

11Mipien Fahatmoab, eûz a vipien Josué ha Joab, daou vil eiz kan̄t ha triouec’h.

12

13Mipien Élam, mîl pévarzék ha daouzég-ugen̄t. 13 Mipien Zétua, eiz kan̄t pemp ha daou-ugen̄t.

14Mipien Zac’hai, seiz kan̄t ha trî-ugen̄t.

15Mipien Bannui, c’houec’h kan̄t eiz ha daou-ugen̄t.

16Mipien Bébai, c’houec’h kan̄t eiz war-n-ugen̄t.

17Mipien Azgad, daou vil daou ha c’houézég-ugen̄t.

18Mipien Adonikam, c’houec’h kan̄t seiz ha tri-ugen̄t.

19Mipien Béguai, daou vil seiz ha tri-ugen̄t.

20Mipien Adin, c’houec’h kan̄t pemp hag han̄ter-kan̄t.

21Mipien Ater, mâb Hézékias, triouec’h ha pévar-ugen̄t.

22Mipien Hasem, eiz ha c’houézég-ugen̄t.

23Mipien Bésai, pévar ha c’houézég-ugen̄t.

24Mipien Haref, daouzék kan̄t daouzék.

25Mipien Gabaon, pemzék ha pévar-ugen̄t.

26Mipien Bétléhem ha Nétufa, eiz ha naô-ugen̄t.

27Tûd Analot, eiz ha c’houec’h-ugen̄t.

28Tûd Bétazmot, daou ha daou-ugen̄t.

29Tûd Kariatiarim, Kéfira, ha Bésot, seiz kan̄t tri ha daou-ugen̄t.

30Tûd Hama, ha Géba, c’houec’h kan̄t unan war-n-ugen̄t.

31Tûd Mac’hmas, daou ha c’houec’h-ugen̄t.

32Tûd Bétel hag Hai, trî ha c’houec’h-ugen̄t.

33Tûd ann Nébo all, daou hag han̄ter-kan̄t.

34Tûd ann Élam all, mîl pévar dék ha daouzég-ugen̄t.

35Mipien Harem, c’houézég-ugen̄t.

36Mipien Jériko, pemp ha seitég-ugen̄t.

37Mipien Lod, Hadid, hag Ono, seiz kan̄t unan war-n-ugen̄t.

38Mipien Sénaa, tri mil naô c’han̄t ha trégon̄t.

39Ar véleien: Mipien Idaia é tî Josué, naô c’han̄t trizék ha tri-ugen̄t.

40Mipien Emmer, mîl daou hag han̄ter-kan̄t.

41Mipien Fashur, mîl seiz ha daouzég-ugen̄t.

42Mipien Arem, mîl seiték.

43Al Lévited: Mipien Josué ha Kedmihel.

44Mipien Oduia, pévarzék ha tri-ugen̄t.

45Ar ganerien: Mipien Asaf, eiz ha seiz-ugen̄t.

46Ar borsierien: Mipien Sellum, mipien Ater, mipien Telmon, mipien Akkub, mipien Halita, mipien Sobai, triouec’h ha c’houec’h-ugen̄t.

47Ann Natinéed: Mipien Soha, mipien Hasufa, mipien Tebbaot,

48Mipien Kéros, mipien Siaa, mipien Fadon, mipien Lébana, mipien Hagaba, mipien Selmai,

49Mipien Hanan, mipien Geddel, mipien Gaher,

50Mipien Raaia, mipien Rasin, mipien Nékoda,

51Mipien Gézem, mipien Aza, mipien Faséa,

52Mipien Bésai, mipien Munim, mipien Néfusim,

53Mipien Bakbuk, mipien Hakufa, mipien Harbur,

54Mipien Beslot, mipien Mabida, mipien Harsa,

55Mipien Berkos, mipien Sisara, mipien Téma,

56Mipien Nasia, mipien Hatifa,

57Mipien servicherien Salomon, mipien Sotai, mipien Soféret, mipien Farida,

58Mipien Jahala, mipien Darkon, mipien Jeddel,

59Mipien Safatia, mipien Hatil, mipien Foc’héret, péhini a oa savet eûz a Zabaim, mâb Amon.

60Ann Natinéed holl, ha mipien servicherien Salomon, daouzék ha naon̄tég-ugen̄t.

61Hôgen chétu aman̄ ar ré a zeûas eûs a Delméla, eûz a Delharsa, eûz a Gérub, eûz a Addon, hag eûz a Emmer, ha na helchon̄t két rei da anaout tî hô zadou, hag hô gwenn, na ma oan̄t eûz a Israel.

62Mipien Dalaia, mipien Tobias, mipien Nékoda, c’houec’h kan̄t daou ha daou-ugen̄t.

63Hag eûz ar véleien: Mipien Habia, mipien Akkos, mipien Berzellai, péhini a geméraz da c’hrég unan eûs a verc’hed Berzellai eûz a C’halaad, hag a oé galvet dré hô hanô.

64Ar ré-man̄ a glaskaz hô skrîd enn nivérérez, ha n’her c’hafchon̄t két; hag hî a oé distolet eûz ar vélégiez.

65Hag Atersata a lavaraz d’ézhô na zebrchen̄t két eûz a Zan̄t ar Zen̄t, kén na zavché eur bélek gwiziek ha lennek.

66Ann holl dûd-zé ével eunn dén hép-kén, daou vil dén ha daou-ugen̄t, ha triouec’h-ugent;

67Hép nivéri hô zervicherien hag hô mitisien, a béré é oa seiz mil seiték ha c’houézég-ugen̄t: hag enn hô zouez, kanerien ha kanérézed, pemp ha daouzég-ugen̄t.

68Hô c’hézek a oa seiz kan̄t c’houéac’h ha trégon̄t: hag hô muled, pemp ha daouzég-ugen̄t.

69Hô chan̄valed, pévar c’han̄t pemp ha trégon̄t; hag hô azéned, c’houec’h mil seiz kan̄t ugen̄t. Bétég aman̄ é lenneur ar péz a zô skrivet enn nivérérez: ar péz a zô war-lerc’h eo danével Néhémias.

70Lôd eûz a bennou ann tiadou a rôaz eunn dra-bennâg évid al labour. Atersata a rôaz évid ann ten̄zor mil dramm aour, han̄ter-kan̄t fiolen, ha pemp kan̄t saé ha trégon̄t évit ar véleien.

71Ha lôd eûz a bennou ann tiadou a rôaz da den̄zor al labour, ugen̄t mil dramm aour, ha daou vil daou c’han̄t min arc’han̄t.

72Hag ar ré all eûz ar bobl a rôaz ugen̄t mil dramm aour, daou vil min arc’han̄t, ha seiz saé ha tri-ugen̄t évit ar véléien.

73Ar véléien hag al Lévited, hag ar borsierien, hag ar ganerien, hag ar bobl, hag ann Natinéed, hag Israel holl a choumaz enn hô c’heriou. ———— VIII. PENNAD. Esdras a lenn al lézen dirâg ar bobl.

← Levr Nehemia 6Read In The App, Free →Levr Nehemia 8 →

Study Levr Nehemia 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213