Levr Nehemia 8:15
Ha ma vrudchen̄t ha ma embanchen̄t enn hô holl geriou, hag é Jéruzalem, ô lavarout: Id war ar ménez, ha digasit skourrou gwéz-olived, ha skourrou gwéz ar ré gaéra, skourrou mirt, ha skourrou palmez, ha skourrou gwéz bôdek, évit ôber teltou gan̄t-hô, ével ma eo skrivet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 23:40D’ann deiz ken̄ta é kémérot évid-hoc’h frouez eûz ar wézen ar gaéra ha skourrou palmez, ha barrouigou ar wézen a zô stan̄k hé deliou, hag haleg ar froud, hag en em laouénéot dirâg ann Aotrou hô Toué.
Judges 9:48A biñaz war vénez Selmon gan̄d hé holl bobl: hag ô véza kéméret eur vouc’hal, é trouc’haz eur skourr gwézen, hag ô véza hé lékéat war hé skoaz é lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄: Ar péz hoc’h eûz va gwélet oc’h ôber, grît-hén̄ râk-tâl.