Levr Nehemia 8
1Hag ar seizved mîz a oa deûet; ha bugalé Israel a oa enn hô c’heriou. Hôgen ann holl bobl en em strollaz ével eunn dén hép-kén, war al leûr-ger a zô dirâk porz ann doureier; hag é leverchon̄t da Esdras ar skrivañer ma tigazché levr lézen Moizez, en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Israel.
2Esdras, ar bélek, a zigasaz éta al lézen dirâg ar strollad eûz ar oazed hag eûz ar merc’hed, hag eûz ar ré holl a hellé hé foella, enn deiz ken̄ta eûz ar seizved mîz.
3Hag hén̄ a lennaz enn-han̄ fréaz el leûr-ger a oa dirâk porz ann doureier, adaleg ar min̄tin bété krésteiz, dirâg ar oazed hag ar merc’hed hag ar ré-boellek; ha diskouarn ann holl bobl a oa savet da zélaoui al levr.
4Hôgen Esdras, ar skrivañer, en em lékéaz enn hé zâ war eunn dérez goat en dôa gréat évit komza; ha Matatias, ha Séméia, hag Ania, hag Uria, hag Helsia, ha Maaia, en em lékéaz a zéou d’ézhan̄; ha Fadaia, ha Misael, ha Melc’hia, hag Hasum, hag Hasbadana, ha Zac’harias, ha Mosollam, a gleiz.
5Hag Esdras a zigoraz al levr dirâg ann holl bobl; râg hén̄ a oa savet dreist ar bobl holl; ha p’en dôé hé zigoret, ann holl bobl a zavas enn hé zâ.
6Hag Esdras a veûlaz ann Aotrou, ann Doué brâz; hag ann holl bobl a respoun̄taz: Amen, amen, ô sével hô daouarn. Hag hî ô stoui, en em strin̄kaz d’ann douar, hag a azeûlaz Doué.
7Koulskoudé Josué, ha Bani, ha Sérébia, Jamin, Akkub, Septai, Odia, Maasia, Sélita, Azarias, Jozabed, Hanan, Falaia Lévited, a lékéa ar bobl da dével évit ma sélaouché al lézen; hôgen ar bobl a oa enn hé zâ, pép-hini enn hé reiz.
8Hag hî a lennaz é levr lézen Doué, fréaz hag enn eunn doaré skléar; hag ar bobl a glevaz ar péz a lennen̄t.
9Hôgen Néhémias(péhini eo Atersata), hag Esdras, bélek ha skrivañer, hag al Levited, péré a zisklérié al lézen d’ann holl bobl, a lavaraz: Ann deiz-man̄ a zô gwéstlet d’ann Aotrou, hon Doué. Na lén̄vit két, ha na wélit két. Râg ann holl bobl a wélé, ô klevout geriou al lézen.
10Hag hén̄ a lavaras d’ézhô: It, ha dibrit kîk lard, hag évit gwîn c’houek, ha rôit lôd d’ar ré péré n’hô deûz aozet nétrâ évit-hô; râg ann deiz-man̄ a zô eunn deiz san̄tel d’ann Aotrou; ha n’en em dristait két, râk lévénez ann Aotrou eo hon ners.
11Hôgen al Lévited a lékéa ann holl bobl da dével, ô lavarout: Tavit, ha n’en em c’hlac’harit két; râg eunn deiz san̄tel eo hé-man̄.
12Ann holl bobl éta a iéaz-kuît, évid dibri, hag éva, ha rei lôd d’ar ré all, hag ôber eul lévénez vrâz; râg hî hô dôa poellet ar geriou en dôa Esdras desket d’ézhô.
13Hag an̄trônôz pennou tiadou ann holl bobl, ar véleien hag al Lévited en em strollaz étrézég Esdras ar skrivañer. évit ma teûjé da ziskléria d’ézhô geriou al lézen.
14Hag hî a gavaz skrivet el lézen, pénaoz en dôa ann Aotrou gourc’hémennet, dré c’hénou Moizez, ma choumché bugalé Israel dindân teltou enn deiz gwél, er seizved mîz;
15Ha ma vrudchen̄t ha ma embanchen̄t enn hô holl geriou, hag é Jéruzalem, ô lavarout: Id war ar ménez, ha digasit skourrou gwéz-olived, ha skourrou gwéz ar ré gaéra, skourrou mirt, ha skourrou palmez, ha skourrou gwéz bôdek, évit ôber teltou gan̄t-hô, ével ma eo skrivet.
16Hag ar bobl a iéaz-kuît, hag a zigasaz ann dra-man̄. Ha pép-hini a réaz évit-han̄ é doaré teltou war lein hé dî, hag é leûren hé dî, hag é leûren tî Doué, ha war wiler porz ann doureier, ha war wiler porz Éfraim.
17Ann holl strollad éta eûz ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez a réaz teltou, hag a choumaz dindân ann teltou; hôgen abaoé deisiou Josué, mâb Nun, bugalé Israel n’hô dôa két gréat ével-henn. Hag al lévénez a oé brâz-meûrbéd.
18Hôgen Esdras a lennaz bemdez é levr lézen Doué, adaleg ann deiz ken̄ta bétég ann divéza; hag hî a réaz ar gwél é pâd seiz dervez, hag ar strollad enn eizved dervez, hervez ar c’hîz. ———— IX. PENNAD. Pinijen ar bobl. Péden al Lévited.