Levr Nehemia 9:17
Ha né két fellet d’ézhô klevout, ha né két deûet da goun d’ézhô ar burzudou ez pôa gréat évit-hô. Kalédet hô deûz hô fennou, ha dré énébiez in̄t distrôet a-névez oud ar sklavérez. Hôgen té, Doué talvouduz, hégarad ha trugarézuz, habask ha leûn a drugarez, n’éc’h eûz két hô dilézet:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:3Plijet gan̄d Doué é vemp bét marô enn Éjipt; ha plijet gan̄t-han̄ é teûjemp da zizeria enn distrô brâz-man̄, ha n’hol lakajé két da von̄t enn douar-zé, gan̄d aoun na vemp diskaret gan̄d ar c’hlézé, ha na vé kaset hor gragez hag hor bugalé é sklavérez. Ha né két gwell distrei d’ann Éjipt?
Numbers 14:11Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Bété pégeit é tirogô ar bobl-zé ac’hanoun? Bété pégeit na grédô két d’in, goudé ann holl vurzudou em eûz gréat dira-z-hô?
Numbers 14:41Ha Moizez a lavaraz d’ézhô: Pérâg, émé-z-han̄, é kerzit-hu a-éneb gér ann Aotrou? Ann dra na zeûi ket da vâd d’é-hoc’h. (T).
1 Samuel 12:22Ha pa oé deûet deiz ann emgann, n’en em gavaz na klézé na goaf e dourn hini é-béd eûz ar ré a oa gan̄t Saül ha Jonatas, némét gan̄t Saül hép-kén ha Jonatas, hé vâb.