The Bible Software
Levr Nehemia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Nehemia 9

1Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé bugalé Israel en em zastumaz é iûn hag é séier; hag hî gôlôet a zouar.

2Ha gwenn bugalé Israel en em rannaz eûz a bép dén a ziavéaz; hag hî a zavaz, hag a an̄savaz hô féc’héjou, ha fallagriézou hô zadou.

3Hag ô sével enn hô zâ, é oé lennet d’ézhô levr lézen ann Aotrou, hô Doué, péder gwech enn deiz; ha péder gwech éc’h anavézen̄t, hag éc’h azeûlen̄t ann Aotrou, hô Doué.

4Hôgen war zérez al Lévited é savaz Josué, ha Bani, ha Kedmihel, Sabania, Bonni, Sarébias, Bani, ha C’hanani; hag hî a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré étrézég ann Aotrou, hô Doué.

5Hag al Lévited Josué, ha Kedmihel, Bonni, Harebnia, Sérébia, Odaia, Sebnia, Fatahia a lavaraz: Savit, meûlit ann Aotrou, hô Toué, a vikenn da vikenn: ra vézô benniget hanô brâz da c’hloar gan̄t péb bennoz ho meûleûdi.

6Râk n’eûz Aotrou é-béd néméd-oud; té eo éc’h eûz gréat ann én̄v, hag én̄v ann én̄vou, hag hé holl armé; ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar môr ha kémen̄d a zô enn-han̄; ha té eo a rô ar vuez da gémen̄t-sé; hag armé ann én̄v a azeûl ac’hanod.

7Té eo, Aotrou Doué, éc’h eûz dilennet Abram, hag éc’h eûz hé zigaset eûz a dân ar Galdéed, hag éc’h eûz rôet d’ézhan̄ ann hanô a Abrabam.

8Kavet éc’h eûz hé galoun féal dira-z-oud, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄, évit rei d’ézhan̄ ha d’hé wenn, brô ar C’hananéed, ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ar C’hergéséed; nag éc’h eûz sévénet da c’heriou, ô véza ma oud gwirion.

9Gwélet éc’h eûz ivé glac’har hon tadou enn Éjipt, ha klevet éc’h eûz hô garm war aod ar môr Rûz.

10Ha gréat éc’h eûz arwésiou ha burzudou war Faraon ha war hé holl servicherien, ha war ann holl bobl eûz hé vrô; râg gwézet éc’h eûs pénaos hô dôa aozet pobl Israel gan̄t rogen̄tez; hag éc’h eûz gréat eunn hanô d’id, ével ma éma c’hoaz hiriô.

11Hag ar môr éc’h eûz rannet enn hô raok; hag hî hô deûz treûzet ar môr war ar séac’h. Hôgen hô heskinerien éc’h eûz stlapet d’ar gwéled, ével eur méan enn doureier ar ré gréva.

12Réner oud bét d’ézhô enn eur peûl koabr a-héd ann deiz, hag enn eur peûl tân a-héd ann nôz, évit ma helché béza gwélet gan̄t-hô ann hen̄t dré béhini é tlien̄t kerzout.

13Diskennet oud war vénez Sinai, hag éc’h eûz komzet out-hô eûz ann én̄v, rôet éc’h eûz d’ézhô barnédigézou reiz, hag eul lézen a wirionez, ha lidou, ha kémennou mâd.

14Rôet éc’h eûz da anaout d’ézhô da sabbat san̄tel, hag éc’h eûz gourc’hémennet d’ézhô, dré c’hénou Moizez da zervicher, da gélennou, ha da lidou, ha da lézen.

15Bara eûz ann én̄v éc’h eûz rôet ivé d’ézhô, enn hô naoun, hag éc’h eûz tennet dour d’ézhô eûz ar méan, enn hô zéc’hed; hag éc’h eûz lavaret d’ézhô m’az ajen̄t enn douar ez pôa touet da rei d’ézhô, ha ma perc’henfen̄t anézhan̄.

16Hôgen ar ré-man̄, hag hon tadou a zô en em rénet gan̄t balc’hder; kalédet hô deûz hô fenn, ha n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou.

17Ha né két fellet d’ézhô klevout, ha né két deûet da goun d’ézhô ar burzudou ez pôa gréat évit-hô. Kalédet hô deûz hô fennou, ha dré énébiez in̄t distrôet a-névez oud ar sklavérez. Hôgen té, Doué talvouduz, hégarad ha trugarézuz, habask ha leûn a drugarez, n’éc’h eûz két hô dilézet:

18Ha p’hô dôé zô-kén gréat évit-hô eul leûé teûzet, ha lavaret: Hen-nez eo da Zoué péhini en deûz da dennet eûz ann Éjipt; hag hô deûz gréat touadellou brâz.

19Hôgen té, enn da drugarézou brâz, n’éc’h eûz két hô dilézet enn distrô; ar peûl koabr né két tec’het diout-hô, évid hô réna a-héd ann deiz, hag ar peûl tân a-héd ann nôz, évit diskouéza d’ézhô ann hen̄t dré béhini é tlien̄t kerzout.

20Da spéred mâd éc’h eûz rôet dézhô évit hô deskî, ha n’éc’h eûz két tennet da vann eûz hô génou; ha dour éc’h eûz rôet d’ézhô enn hô séc’hed.

21A-héd daou-ugen̄t vloaz éc’h eûz hô maget enn distrô, ha nétrâ n’hô deûz diouéret: né két deûet fall hô diḻad, ha né két bét skuiz hô zreid.

22Ha rôet éc’h eûz d’ézhô ar rouan̄télésiou, hag ar boblou; hag ec’h eûz hô rannet gan̄t-hô dré ar sort; hag hî hô deûz bét enn hô c’hers brô Séhon, ha brô roué Hésébon, ha brô Og, roué Basan.

23Hag éc’h eûz kresket niver hô mipien ével stéred ann én̄v, hag éc’h eûz hô c’haset enn douar é péhini éz pôa lavaret d’hô zadou éz ajen̄t da vistri.

24Hag hô mipien a zeûaz hag a biaouaz ann douar, ha té éc’h eûz izéléet dira-z-hô ar C’hananéed, tûd ar vrô; hag éc’h eûz hô lékéat étré hô daouarn, hag ivé hô rouéed, ha poblou ar vrô, évit ma rajen̄t d’ézhô ével ma karjen̄t.

25Kémeroud a réjon̄t éta keriou kré, hag eunn douar strujuz: hag hî hô dévoé enn hô c’hers tiez leûn a bép mâd; ha pun̄sou gréat gan̄t ré all, gwini, ha gwéz-olived, ha kalz a wéz-frouez; hag hî hô deûz debret, hag hô deûs bét hô gwalc’h, hag a zô deûet da véza lard, nag hô deûz bét kalz a draou c’houék gan̄d da vadélez vrâz.

26Hôgen hî hô deûz da lékéat da von̄t drouk enn-oud; pelléet in̄t diouz-id; ha taolet eo gan̄t-hô da lézen adré hô c’hein; lazet hô deûz da broféded, péré hô fedé stard da zistrei ouz-hoc’h; hag hô deûz gréat touadellou brâz.

27Râk-sé éc’h eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô glac’haret. Hag é amzer hô gloaz hô deûz garmet étrézég enn-oud: ha té éc’h eûz hô sélaouet eûz ann én̄v, hag hervez da drugarézou brâz, éc’h eûz rôet d’ézhô dieûberien, évid hô zenna eûz a zourn hô énébourien.

28Ha pa in̄t bét enn éhan, in̄t distrôet a-névez da ôber ann drouk dira-z-oud; ha té éc’h eûz hô lézet étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô aotrouniet. Hag hî a zô distrôet, hag hô deûz garmet ouz-id; ha té éc’h eûz sélaouet out-hô eûz ann én̄v, hag éc’h eûz hô diboaniet aliez hervez da drugarézou.

29Hag éc’h eûz hô fédet stard da zistrei d’as lézen. Hôgen hî a zô embréget gan̄t rôgoni, ha n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou; péc’het hô deûz a-énep da varnédigézou, é péré é vévô ann dén, pa hô sévénô; ha trôet hô deûz hô c’hein d’id, hag hô deûz kalédet hô fenn, ha n’hô deûz két sélaouet.

30Gourzézet éc’h eûz war-n-ézhô é-pâd meûr a vloaz, hag éc’h eûz hô erbédet enn da spéred dré c’hénou da broféded; ha n’hô deûz két sélaouet; hag éc’h eûz hô lékéat étré daouarn poblou ann douar.

31Koulskoudé enn da drugarézou brâz n’éc’h eûz két hô c’haset-da-gét, ha n’éc’h eûz két hô dilézet, ô véza ma oud eunn Doué trugarézuz hag habask.

32Bréma éta, hon Doué brâz, kré ha galloudek, péhini a wîr da gévrédigez ha da drugarez, na zistrô két da lagad diouc’h ar c’hlac’har a zô kouézet war-n-omp, ha war hor rouéed, ha war hor brin̄sed, ha war hor béleien, ha war hor broféded, ha war hon tadou, ha war da holl bobl, abaoé deisiou roué ann Assiria bétég-henn.

33Ha té a zô gwirion é kémen̄t a zô c’hoarvézet gan-é-omp; râg ar wirionez ec’h eûz gréat; hôgen nî n’hon eûz gréat néméd fallagriez.

34Hor rouéed, hor brin̄sed, hor béleien, hag hon tadou n’hô deûz két miret da lézen: n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou, nag ann testéniézou a desténiez enn-hô.

35Hag hî enn hô rouan̄télésiou, hag er madou brâz éz pôa rôet d’ézhô, hag enn douar éc’hon ha strujuz ez pôa lékéat dira-z-hô, n’hô deûz két da zervichet, ha n’in̄t két distrôet eûz hô gwall déchou.

36Chétu nî a zô sklaved hiriô; hag enn douar éz pôa rôet d’hon tadou, évit ma tebrchen̄t ar bara hag ar frouez a zeûjé enn-han̄, chétu nî a zô sklaved.

37Hag hé frouez a gresk évid ar rouéed éc’h eûz lékéat war-n-omp enn abek d’hor péc’héjou; aotrounia a réon̄t war hor c’horfou, ha war hol loéned, ével ma karon̄t; ha nî a zô enn eur c’hlac’har vrâz.

38War gémen̄t-sé éta é réomp kévrédigez gan-éz; hag é skrivomp anézhi; hag hor brin̄sed, hol Lévited, hag hor béleien hô deûz hé siellet. ———— X. PENNAD. Hanvou ar ré a ziellaz ar gévrédigez.

← Levr Nehemia 8Read In The App, Free →Levr Nehemia 10 →

Study Levr Nehemia 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213