Niveroù 1:18
Hag hô dastumchon̄t enn deiz ken̄ta eûz ann eil viz, hag hô niverchon̄t dré ann tiégézou, hag ann tiez, hag ar géren̄tiézou, hag ar pennou, hag hanvou pép-hini, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
17Moizez hag Aaron a géméraz ar ré-man̄, gan̄d ano holl bobl;
19Evel m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez. Nivéret é oen̄t é distrô Sinai.
Cross References
Numbers 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 149-199) ◄ Al Lévitik Ann Nivérou Ann Deutéronom ► ANN NIVÉROU. ———— I. PENNAD. Nivérérez ann Israélited. Kargou al Lévited. 1 Ann Aotrou a gomzaz out Moisez é distrô Sinai, eûz a dabernakl ar gévrédigez, ar c’hen̄ta deiz eûz ann eil viz, eûz ann eil vloaz, goudé ma oa deûet bugalé Israel er-méaz eûz ann Éjipt, hag é lavaraz:
Nehemiah 7:61Hôgen chétu aman̄ ar ré a zeûas eûs a Delméla, eûz a Delharsa, eûz a Gérub, eûz a Addon, hag eûz a Emmer, ha na helchon̄t két rei da anaout tî hô zadou, hag hô gwenn, na ma oan̄t eûz a Israel.
Hebrews 7:6Hôgen ann hini eûz a béhini ar mabérez né két nivéret gan̄t-hô, en deûz kéméret ann déog digan̄d Abraham, hag en deûz benniget ann hini da béhini é oa gréat ann diouganou.