Niveroù 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 149-199) ◄ Al Lévitik Ann Nivérou Ann Deutéronom ► ANN NIVÉROU. ———— I. PENNAD. Nivérérez ann Israélited. Kargou al Lévited. 1 Ann Aotrou a gomzaz out Moisez é distrô Sinai, eûz a dabernakl ar gévrédigez, ar c’hen̄ta deiz eûz ann eil viz, eûz ann eil vloaz, goudé ma oa deûet bugalé Israel er-méaz eûz ann Éjipt, hag é lavaraz:
2Grid eunn nivérérez eûz ann holl strollad eûz a vugalé Israel, diouc'h hô c’héren̄tiézou, hag hô ziez, hag hô hanvou, hag eûz ar oazed hép-kén,
3Adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, eûz ar ré gré eûz a Israel, hag é nivérot anézhô diouc’h hô strolladou, té hag Aaron.
4Hag ar ré a zô prin̄sed hô breûriézou hag hô ziéz, é-touez hô zûd, a vézô gan-é-hoc’h. (T).
5Chétu-hô hanvou: Eûz a vreûriez Ruben, Élisur, mâb Sédéur;
6Eûz a vreûriez Siméon, Salamiel, mâb Surisaddai;
7Eûz a vreûriez Juda, Nahason, mâb Aminadab;
8Eûz a vreûriez Isakar, Natanael, mâb Suar;
9Eûz a vreûriez Zabulon, Éliab, mâb Hélon;
10Hôgen eûz a vugalé Jozef; eûz a Efraim, Élisama, mâb Ammiud; eûz a Vanasez, Gamaliel, mâb Fadasur;
11Eûz a Ven̄jamin, Abidan, mâb Gedéon;
12Eûz a Zân, Agiézer, mâb Amisadai;
13Eûz a Aser, Fégiel, mâb Okran;
14Eûz a C’hâd, Eliasaf, mâb Duel;
15Eûz a Neftali, Ahira, mâb Enan;
16Ar ré-zé eo ar prin̄sed ar ré vrasa eûz ar bobl enn hô breûriézou hag enn hô ziégézou, ha pennou armé Israel.
17Moizez hag Aaron a géméraz ar ré-man̄, gan̄d ano holl bobl;
18Hag hô dastumchon̄t enn deiz ken̄ta eûz ann eil viz, hag hô niverchon̄t dré ann tiégézou, hag ann tiez, hag ar géren̄tiézou, hag ar pennou, hag hanvou pép-hini, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn,
19Evel m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez. Nivéret é oen̄t é distrô Sinai.
20A vipien Ruben ken̄ta ganet Israel, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, hag hô ziez, hag hanô pép-hini anézhô, kémen̄t goâz adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, a hellé mon̄d d’ar brézel,
21É oé kavet anézhô c’houec’h mil ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.
22A vipien Siméon, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, kémen̄t goâz adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, a hellé mon̄d d’ar brézel.
23Ê oé kavet anézhô naô mil hag han̄ter-kan̄t mil ha tri c’han̄t.
24A vipien Gad, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
25É oé kavet anézhô pemp mil ha daou-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t hag han̄ter-kan̄t.
26A vipien Juda, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
27É oé kavet anézhô pévar mil dék ha tri-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t.
28A vipien Isakar, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
29É oé kavet anézhô pévar mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.
30A vipien Zabulon, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô. adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
31É oé kavet anézhô seiz mil hag han̄ter-kan̄t, mii ha pévar c’han̄t.
32A vipien Jozef, da lavaroud eo, a vipien Éfraim, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
33É oé kavet anézhô daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.
34A vipien Manasez, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
35Ê oé kavet anézhô daou vil ha trégon̄t mil ha daou c’han̄t.
36A vipien Ben̄jamin, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
37É oé kavet anézhô pemp mil ha trégon̄t mil ha pévar c’han̄t.
38A vipien Dan, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
39É oé kavet anézhô daou vil ha tri-ugen̄t mil ha seiz kan̄t.
40A vipien Aser, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
41É oé kavet anézhô eur mil ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.
42A vipien Neftali, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,
43É oé kavet anézhô tri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.
44Chétu ar ré a nivéraz Moizez hag Aaron, hag ann daouzék prin̄s eûz a Israel, ô verka pép-hini dré hé di hag hé géren̄tiez.
45Hag ann niver holl eûz a vugalé Israel, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’penn, eûz a gémen̄d hini a helle mon̄d d’ar brézel,
46A oé eûz a dri mil ha c’houec’h kan̄t mil ha pemp kan̄t hag han̄ter-kan̄t.
47Hôgen al Lévited na oen̄t két nivéret gan̄t-hô é breûriez hô c’héren̄tiézou;
48Rag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, o lavarout:
49Na ra két nivérérez breûriez Lévi, ha na laka két hé niver gan̄d hini bugalé Israel:
50Hôgen laka-hi da brédéria tabernakl ann desténi, hé holl listri, ha kémen̄d a zell oud al lidou. Hî eo a zougô ann tabernakl, hag hé holl binviou; hî eo a rai hé zervich hag a zavô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl.
51Pa vézô réd mon̄d enn hen̄t, al Lévited a zisteñô ann tabernakl; ha pa vézô diazézet ar c’hamp, her steñin̄t. Kémen̄t diavésiad-bennag a dôstai, a vézô lékéat d’ar marô.
52Hôgen bugalé Israel a zavô hô c’hamp, hervez ar strolladou, hag ar ban̄dennou eûz hô armé.
53Hôgen al Lévited a zisplégô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl, gan̄d aoun na gouézché ar vuanégez war ann niver brâz eûz a vugalé Israel; hag hî a veḻô évit mirout tabernakl ann desténi.
54Bugalé Israel a réaz éta kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez. ———— II. PENNAD. Reiz ar breûriézou hervez hô zeltou.