bible.software › Niveroù › Niveroù 11 › Niveroù 11:33
Niveroù 11:33
Edô c’hoaz ar c’hîg oud hô den̄t, ha n’hô dôa két debret ar boéd-zé, pa zavaz frouden ann Aotrou oud ar bobl, hag é skoaz war-n-ézhô eur gouli brâz-meûrbéd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And while the flesh was yet between their teeth, ere it was chewed, the wrath of the LORD was kindled against the people, and the LORD smote the people with a very great plague.
In Context
32Ar bobl a zavaz éta, hag a zasturaaz é-pâd ann deiz-zé, hag ann nôz hé-c’houdé, hag an̄trônôz kémen̄d a goaḻed ma hô dôé, ar ré hô dôa ann nébeûta, dék muzul anézhô; hag hî hô lékéaz da zéc’ha trô-war-drô d’ar c’hamp.
34Hag al léac’h-zé a oé hanvet Bésiou ar gwall-ioul; râg énô é oé béziet ar bobl en dôa ioulet kik. Hôgen ô véza éat-kuît eûz a Vésiou ar gwall-ioul, é teûjon̄t da Hasérot, hag é choumchon̄t énô. ———— XII. PENNAD. Mari skôet gan̄d al lovren̄tez.
Read all of Niveroù 11
Cross References
Numbers 16:49Hôgen ar ré a oé skôet, a oé eûz a bévarzék mil dén ha seiz kan̄t, hép nivéri ar ré oa bét marvet é dispac’h Koré.
Numbers 25:9Ha neûzé é oé lazet pévar mil dén war-n-ugen̄t.
Psalms 78:26Trei a réaz avel ar c’hrésteiz enn éar; ha gan̄d hé nerz é kasaz avel ar c’hûs-héol.
Psalms 78:31Pa zavaz frouden Zoué out-hô. Hag hen̄ a lazaz ar ré larta anézhô, hag a ziskaraz ann dilenn eûz a Israel.
This Verse In Other Editions
Study Niveroù 11:33