Niveroù 11
1Koulskoudé é savaz krôz é-touez ar bobl a-éneb ann Aotrou, ô véza (T) ma klemmchen̄t eûz hô skuizder. Ha pa glevaz ann Aotrou kémen̄t-sé, éz éaz drouk enn-han̄. (T). Hag eunn tan kaset gan̄d ann Aotrou a grogaz enn hô zouez hag a zevaz béven ar champ.
2Hag ar bobl ô véza garmet out Moizez, Moizez a bédaz ann Aotrou, hag ann tân a vougaz.
3Hag hén̄ a hanvaz al léac’h-zé Tân-gwall, ô véza ma oa bét kroget énô tân ann Aotrou enn hô énep.
4Rag eur van̄den tudigou a oa en em mesket gan̄t-hô, hag a oa deûet war hô lerc’h, hô doé eur c’hoan̄t direiz; éc’h azézchon̄t enn eur wéla, ha mipien Israel ô véza en em unanet gan̄t-hô, é léverchon̄t: Piou a rôi d’é-omp kîk da zibri?
5Koun hon eûz eûz ar pésked a zebremp enn Éjipt évit nétrâ; don̄d a ra enn hor spéred ar c’hokombrez, ar mélon̄s, ar pour, ann ouñoun, hag ar c’hiñen.
6Gwévet eo hon éné, hon daoulagad na wélon̄t nétrâ némét Mann.
7Hôgen ar Mann a oa hén̄vel oud hâd korian̄der, hag eûz a liou ar bdellion.
8Ar bobl a iéa war-drô hag a zastumé anézhan̄; neûzé é valé anézhan̄ dindân ar méan-vilin, pé é vrévé anézhan̄ enn eul léstr-brév; hé lakaad a réa da boaza enn eur pôd, hag é réa gan̄t-han̄ tourtellou péré hô dôa ar vlâz ével eûz a vara glépiet gan̄d éôl.
9Ha pa gouézé ar glîz war ar c’hamp é-pâd ann nôz, é kouézé ivé ar Mann.
10Moizez éta a glevaz ar bobl ô wéla, pép-hini é-touez hé dûd hag é-tâl hé delt. Ha neûzé ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ (T); ha Moizez a oé gwall c’hlac’haret gan̄t kémen̄t-sé. (T).
11Hag hén̄ a lavaraz d’ann Aotrou: Pérâg éc’h eûs-té glac’haret da zervicher? Pérâk na gavann-mé két trugarez dira-z-od? Ha pérâg éc’h eûs-té lékéat poéz ann holl bobl-zé war-n-oun?
12Ha mé eo em eûz en̄géhen̄tet ann holl dûd-zé, pé em eûz hô ganet, évit ma liviri d’in: Doug-hi war da galoun, ével ma eo boazet eur vagérez da zougen hé bugel, ha kâs anézhô d’ann douar em eûz gwésltet gân̄t lé da rei d’ézhô?
13Péléac’h éma ar c’hîg a helfenn da rei da gémen̄d all a dûd? Gwéla a réon̄t a-énep d’in, ô lavarout: Rô d’é-omp kîk da zibri.
14N’hellann két dougen va-unan ar bobl-zé, rak ré bounner eo évid-oun.
15Hôgen ma n’eo két da ioul, é pédann ac’hanod d’am lakaat da vervel ha da rei grâs d’in dirâk da zaoulagad, évit na vézinn két glac’haret gan̄t kémen̄d a boan.
16Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Dastum d’in dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured Israel, péré a anavézi ével ar ré gôsa, hag ar ré zeskéta eûz ar bobl, hag é kasi anézhô é-tâl tabernakl ar gévrédigez, hag hô likii da choum énô gan-éz.
17Ha mé a ziskennô énô évit komza ouz-id; hag é kémérinn eûz da spéred, hag é rôinn anézhan̄ d’ézhô, évit ma tougin̄t gan-éz béac’h ar bobl, ha na vézi két karget da-unan.
18Lavaroud a rî ivé d’ar bobl: En em zan̄télit; war-c’hoaz é tebrot kik; râk mé em eûz hô klevet, ô lavarout: Piou a rôi kîk d’é-omp da zibri? Mâd é oamp enn Éjipt. Ann Aotrou éta a rôi d’e-hoc’h kîk da zibri;
19Nann évid eunn deiz, nag évid daou zeiz, nag évit pemp deiz, nag évid dék deiz, nag évit ugen̄t deiz,
20Hôgen é-pâd eur mîz a zeisiou, kén na zeûi er-méaz eûz hô tifron, ha ma trôi é heûg d’é-hoc’h; ô véza ma hoc’h eûz distolet ann Aotrou péhini a zô enn hô kreiz, ha ma hoc’h eûz gwélet dira-z-han̄, ô lavarout: Pérâg omp-ni deûet er-méaz eûz ann Éjipt?
21Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄: Eûz a c’houec’h kan̄t mil dén war droad eo ar bobl-man̄; hag é lévérez: Rei a rinn d’ézhô kik da zibri é-pâd eur miz héd-da-héd.
22Ha lazet é vézô eunn niver brâz a zén̄ved hag a éjenned, évit ma vézô a-walc’h évid hô boéta? Ha dastumet é vézô holl bésked ar môr évit rei d’ézhô ho gwalc’h? (T). 23 Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ha dic’halloud eo dourn ann Aotrou? Bréma é wéli hag é vézô gréat hervez a lavarann. (T). 2i. Moizez a zeûaz éta, hag a lavaraz d’ar bobl ar péz en dôa lavaret (T) ann Aotrou; hag ô véza dastumet dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured Israel, é lékéaz anézhô war-drô d’ann tabernakl.
25Neûzé ann Aotrou a ziskennaz enn eur goabren hag a gomzaz out Moizez; hag ô kémérout eûz ar spéred a oa enn hé-man̄, hé rôaz d’ann dék dén ha tri-ugen̄t. Ha pa oé en em arzaôet ar spéred war-n-ézhô, é tiouganchon̄t, hag é réjon̄t bépréd abaoé.
26Hôgen daou eûz ann dûd-zé a oa choumet er c’hamp, a béré unan a oa hanvet Eldad, hag égilé Médad; hag ar spéred a arzaôaz war-n-ézhô; râg hî ivé a oa bét skrivet hô hanô; hôgen né oan̄t két éat war-drô d’ann tabernakl.
27Ha pa ziouganen̄t er c’hamp, é tirédaz eunn dén-iaouan̄k, hag a lavaraz da Voizez: Eldad ha Medad a ziougan er c’hamp.
28Râk-tâl Jozué, mâb Nun, ministr Moizez, ha dibabet é-touez kalz ré all, a lavaraz: Moizez, va Aotrou, harz out-hô.
29Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg oud-dé oazuz enn abek d’in? A-ioul ma tiouganfé ann holl bobl, ha ma rôjé ann Aotrou hé spéred d’ézhô!
30Ha Moizez a zistrôaz d’ar champ gan̄d hénaoured Israel.
31Neûzé eunn avel kaset gan̄d ann Aotrou ô véza dizouget koaḻed eûz ann tû all d’ar môr, hô c’hasaz er c’hamp ha war-drô d’ar c’hamp, war-héd eunn dervez kerzed; hag hî a niché enn éar war-héd daou ilinad eûz a c’horré ann douar.
32Ar bobl a zavaz éta, hag a zasturaaz é-pâd ann deiz-zé, hag ann nôz hé-c’houdé, hag an̄trônôz kémen̄d a goaḻed ma hô dôé, ar ré hô dôa ann nébeûta, dék muzul anézhô; hag hî hô lékéaz da zéc’ha trô-war-drô d’ar c’hamp.
33Edô c’hoaz ar c’hîg oud hô den̄t, ha n’hô dôa két debret ar boéd-zé, pa zavaz frouden ann Aotrou oud ar bobl, hag é skoaz war-n-ézhô eur gouli brâz-meûrbéd.
34Hag al léac’h-zé a oé hanvet Bésiou ar gwall-ioul; râg énô é oé béziet ar bobl en dôa ioulet kik. Hôgen ô véza éat-kuît eûz a Vésiou ar gwall-ioul, é teûjon̄t da Hasérot, hag é choumchon̄t énô. ———— XII. PENNAD. Mari skôet gan̄d al lovren̄tez.