Niveroù 11:4
Rag eur van̄den tudigou a oa en em mesket gan̄t-hô, hag a oa deûet war hô lerc’h, hô doé eur c’hoan̄t direiz; éc’h azézchon̄t enn eur wéla, ha mipien Israel ô véza en em unanet gan̄t-hô, é léverchon̄t: Piou a rôi d’é-omp kîk da zibri?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Hag hén̄ a hanvaz al léac’h-zé Tân-gwall, ô véza ma oa bét kroget énô tân ann Aotrou enn hô énep.
Cross References
Leviticus 24:10É-keit-sé mâb eur c’hrég eûz a Israel, péhini é dôa bét eûz a eunn dén eûz ann Éjipt é-touez bugalé Israel, en em ren̄daélaz er c’hamp gan̄d eunn dén eûz a Israel.
Numbers 14:1Neûzé ar bobl holl en em lékéaz da c’harmi, hag a wélaz héd ann nôz;
Nehemiah 13:3Hôgen p’hô dôé klevet al lézen, é ranchon̄t eûz a Israel ann holl ziavésidi.
Psalms 78:20O véza m’en deûz skôet war ar méan, ha ma eo deûet dour anézhan̄, ha ma eo rédet froudou; hag hén̄ a hellô ivé rei bara, pé aoza eunn daol évid hé bobl?
Romans 13:14Évid-oun-mé, va breûdeûr, é ouzonn ervâd hag évit gwîr pénaoz oc’h leûn a garan̄tez hag a bép gwiziégez, enn hévélep doaré ma hellit en em gélenna ann eil égilé.