Niveroù 13:20
Mar d-eo mâd pé fall ann douar; mar d-eo môgériet, pé na d-eo két ar c’heriou;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 13:23Hag éz éjon̄t war-zû ar c’hrésteiz, hag é teûjon̄t da Hébron, é pé-léac’h édô Akiman, ha Sisai, ha Tolmai, mipien Énak; rag Hébron a zô bét savet seiz vloaz abarz Taniz, kéar eûz ann Éjipt. 21 Hag ô véza éat béteg ar froud hanvet Bôd-rezin, é trouc’hchon̄t eur skourr gwini gan̄d hé vôd-rezin a oé douget gan̄t daou zen war eur varren. Kémérout a réjont ivé avalou-grénadez ha fiez eûz al léac’h-zé,
Joshua 1:6En em gréva ha béz kalounek; râk té eo a lôdennô d’ar bobl-zé diouc’h ar sort ann douar em eûz lavaret gan̄t lé d’hô zadou é rôjenn d’ézhô.
Joshua 2:1Jozué, mâb Nun, a gasaz éta eûz a Sétim daou spier, hag a lavaraz d’ézhô: Id, ha sellit-pîz oud ar vrô, hag out kéar Jériko. Ar ré-man̄ gerzaz hag a iéaz é-tî eur c’hast, hanvet Rahab, hag a ziskuizaz enn hé zî.
Joshua 2:22Hôgen ar ré-man̄ a gerzaz hag a dizaz ar ménésiou; hag é choumchon̄t énô é-pâd tri dervez, bété ma vijé distrôet ar ré a oa éat war hô lerc’h, péré goudé béza hô c’hlasket dré ann holl hen̄t, n’hô c’havchon̄t két.