Niveroù 13:27
Hag é teûjon̄t da gavout Moizez hag Aaron, hag holl strollad bugalé Israel é distrô Faran war-zû Kadez. Hag ô véza danévellet pép-trâ d’ézhô ha d’ann holl bobl, é tiskouézchon̄t d’ézhô frouez ann douar;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 20:24Hôgen chétu pétrâ a lavarann d’é-hoc’h: Dalc’hit hô douar-hî, a rôinn d’é-hoc’h é digwéz, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél. Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a-zouez ann holl boblou all.
Numbers 14:8Mar d-eo trugarézuz ann Aotrou enn hor c’hén̄ver, hol lakai da von̄d ébarz, hag é rôi d’é-omp ann douar-zé, é péhini é réd al léaz hag ar mél.
Numbers 16:14Hor c’haset éc’h eûz évit-gwir enn eunn douar é péhini é réd stériou léaz ha mél, hag éc’h eûz rôet d’é-omp é kers parkou ha gwiniennou; ha felloud a ra d’id c’hoaz tenna hon daoulagad eûz hor penn? N’az aimp két.
Deuteronomy 6:3Freûzit hô aotériou, ha torrit hô skeûdennou, ha loskit gan̄d ann tân hô c’hoajou-sakr, ha brévît hô idolou, ha lamit hô hanvou eûz al lec’hiou-zé.