Niveroù 13:32
Hôgen ar ré all a oa bét gant-han̄ a lavaré: Na hellomp két mon̄t a-éneb ar bobl-zé, râk kréoc’h eo éged-omp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 13:28Hag é komzchon̄t out-hô, ô lavarout: Bét omp enn douar da béhini hoc’h eûz hor c’haset, é péhini évit-gwir é tivér al léaz hag ar mél, é-c’hîz ma helleur hé anaout dré ar frouez-man̄.
1 Chronicles 20:6Eur brézel all a c’hoarvézaz é Get, é péhini en em gavaz eunn dén brâz direiz, péhini en doa c’houec’h biz, da lavaroud eo, pévar war-n-ugen̄t enn holl. Hé-man̄ a oa ivé ganet eûz a wenn al lan̄gouinéged.
Ezekiel 36:12Digas a rinn war-n-hoc’h tûd, va fobl a Israel, hag hî a biaouô ac’hanoc’h é digwez; ha té a vézô da zigwez d’ézhô, hag hivizikenn n’en em gavi mui hép-z-hô.
Amos 2:9Mé eo em eûz dispennet ann Amorréad dira-z-hô; hén̄ péhini a oa uc’hel ével eur wézen-sedr, ha kré ével eunn derven: hag em eûz brévet hé frouez war hé skourrou, hag hé c’hrisiou enn douar.