Niveroù 14:23
Na wélin̄t két ann douar diwar-benn péhini em eûz touet d’hô zadou; hag hini eûz ar ré hô deûz drouk-pédet gan-én̄ na wélô anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 32:11Ann dud-zé a zô deûet eûz ann Éjipt, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h -penn, na wélin̄t két ann douar em bôa gwéstlet dré lé da Abraham, da Izaak da Jakob, ô véza né két fellet d’ézhô don̄t d’am heûlia,
Nehemiah 9:23Hag éc’h eûz kresket niver hô mipien ével stéred ann én̄v, hag éc’h eûz hô c’haset enn douar é péhini éz pôa lavaret d’hô zadou éz ajen̄t da vistri.
Psalms 106:26Hag hén̄ a savaz hé zourn war-n-ézhô, évid hô dispenna em distrô:
Ezekiel 20:15Savet em eûz éta va dourn war-n-ézhan̄ enn distrô pénaoz n’hô digasfenn két enn douar em bôa rôet d’ézhô, é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag a zô ar c’hen̄ta eûz ann holl zouarou:
Hebrews 4:3Évid-omp-ni péré hon eûz krédet, éz aimp enn éhan, ével ma en deûz lavaret: Ével ma em eûz touet em brouez: Pénaoz na zeûin̄t két é léac’h va éhan: hag ann éhan eo a zeûaz goudé ôberiou Doué é krouidigez ar béd.