The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 14

1Neûzé ar bobl holl en em lékéaz da c’harmi, hag a wélaz héd ann nôz;

2Hag holl vugalé Israel a grôzaz a-énep Moizez hag Aaron. ô lavarout:

3Plijet gan̄d Doué é vemp bét marô enn Éjipt; ha plijet gan̄t-han̄ é teûjemp da zizeria enn distrô brâz-man̄, ha n’hol lakajé két da von̄t enn douar-zé, gan̄d aoun na vemp diskaret gan̄d ar c’hlézé, ha na vé kaset hor gragez hag hor bugalé é sklavérez. Ha né két gwell distrei d’ann Éjipt?

4Hag hî a lavaraz ann eil d’égilé: Lékéomb unan da benn d’é-omp, ha distrôomp d’ann Éjipt.

5Moizez hag Aaron ô véza klevet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz d’ann douar dirâg ann holl strollad eûz a vugalé Israel.

6Hôgen Jozué, mâb Nun, ha Kaleb, mâb Jéfoné, péré hô dôa ivé ardamézet ann douar-zé, a rogaz hô diḻad,

7Hag a lavaraz da holl strollad bugalé Israel: Ann douar a béhini hon eûz gréat ann drô a zô mâd-meûrbed.

8Mar d-eo trugarézuz ann Aotrou enn hor c’hén̄ver, hol lakai da von̄d ébarz, hag é rôi d’é-omp ann douar-zé, é péhini é réd al léaz hag ar mél.

9Na zavit két a-éneb ann Aotrou, ha n’hô pézet kéd a aoun râk pobl ann douar-zé; râk ni a hell hî loun̄ka ével eunn tamm bara; pelléat eo pép skoazel diout-hô; éma ann Aotrou gan-é omp; n’hô pézet két a aoun.

10Pa c’harmê ann holl strollad, ha pa fellé d’ézhô hô labéza, gloar ann Aotrou en em ziskouézaz war dôen ann arc’h a gévrédigez, dirâg holl vugalé Israel.

11Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Bété pégeit é tirogô ar bobl-zé ac’hanoun? Bété pégeit na grédô két d’in, goudé ann holl vurzudou em eûz gréat dira-z-hô?

12Bosen éta a gasinn d’ézhô, hag hô c’hasinn-da-gét; hôgen mé az lakai da benn da eur vrôad vrâz ha kréoc’h égéd hou-man̄.

13Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou: Felloud a ra éta d’id ma klevô ann Éjiptianed, eûz a greiz péré éc’h eûz tennet ar bobl-man̄,

14Hag ar ré a choum er vrô-man̄, péré hô deûz klevet, Aotrou, pénaoz émoud é-kreiz ar bobl-man̄, pénaoz oud gwélet énô dremm ouc’h dremm, pénaoz da goabren a ziwall anézhô, ha pénaoz e kerzez enn hô raok enn eur peûl koabr é-pâd ann deiz, hag enn eur peûl tân é-pâd ann nôz;

15Felloud a ra d’id ma klevint pénaoz éc’h eûz lazet kenn aliez a dûd ével eunn dén hép-kén, ha ma livirin̄t:

16Na hellé két lakaad ar bobl da von̄d ébarz ann douar en dôa touet ma rôjé d’ézhan̄: râk-sé en deûz hô lazet enn distrô.

17Ra vézô éta diskouézet ners ann Aotrou, hervez ma éc’h eûz touet, ô lavarout:

18Ann Aotrou a zô habask ha leûn a drugarez; lémel a ra ar fallagriézou hag ar gwallou; na lez digastiz dén kabluz é-béd; emwélout a ra péc’héjou ann tadou er vugalé bétég ann drédé hag ar bévaré gwenn.

19Distol, mé az péd, péc’hed ar bobl-man̄, hervez ma’z eo brâz (T) da drugarez, hag ével ma oud bét trugarézuz enn hé gén̄ver abaoé ma eo deûet er-méaz eûz ann Éjipt bétég al léac’h-man̄.

20Hag ann Aotrou a lavaraz: Distolet em eûz d’ézhô hô féc’hed hervez da c’her.

21Béô ounn, hag ann douar holl a vézô leûn gan̄t gloar ann Aotrou.

22Koulskoudé ar ré holl péré hô deûz gwélet va meûrdez, hag ann arwésiou em eûz gréat enn Éjipt hag enn distrô, hag hô deûz va demptet bété dég gwéach, ha n’hô deûz két sen̄tet out va mouéz,

23Na wélin̄t két ann douar diwar-benn péhini em eûz touet d’hô zadou; hag hini eûz ar ré hô deûz drouk-pédet gan-én̄ na wélô anézhan̄.

24Hôgen é-kén̄ver Kaleb, va zervicher, pehini, ô véza leûn eûz a eur spéred all, en deûz va heûliet, mé her lakai da von̄t enn douar-zé a béhini en deûz gréat ann drô; hag hé wenn a vézô perc’hen d’ezhan̄.

25O véza ma choum ann Amalésited hag ar C’hananéed enn traon̄iennou, savid hô kamp war-c’hoaz, ha distrôid d’ann distrô dré hen̄t ar môr Rûz.

26Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag oud Aaron, ô lavarout:

27Bété pégeit é krôzô ar bobl fallagr-zé em énep? Klevet em eûz klemmou bugalé Israel.

28Lavar éta d’ézhô: Béô ounn, émé ann Aotrou; ével ma em eûz hô klevet ô lavarout, é rinn d’é-hoc’h. 2ü. Hô korfou-marô a vézô gourvézet enn distrô-zé. C’houi holl péré a zô bét nivéret adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hag hoc’h eûz krôzet a-énep d’in,

29

30N’az éot két enn douar, é péhini em bôa savet va dourn hô lakajenn da choum, némét Kateb, mâb Jéfoné, ha Jozué, mâb Nun.

31Hôgen lakaad a rinn da von̄d ébarz hô pugaligou, péré a dlié béza, war hô lavar, preiz ann énébourien; évit ma wélin̄t ann douar a zô bét displijet d’é-hoc’h.

32Hô korfou-marô a vézô gourvézet enn distrô.

33Hô pugalé a vézô ô kan̄tréa enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz, hag a zougô hô fallagriez-hu, kén na vezô bévézet korfou-marô hô zadou enn distrô,

34Hervez ann niver eûz ann daou-ugen̄t dervez é-pâd péré hoc’h eûz ardamézet ann douar-zé: eur bloaz a vézô nivéret évid eunn deiz. Kouéza a rai éta war-n-hoc’h é-pâd daou ugen̄t vloaz hô fallagriézou, ha gouzout a réot pétrâ eo va ven̄jan̄s.

35Râg ével ma em eûz hé lavaret, é rinn é-kén̄ver ar bobl fallagr-zé, péhini a zô en em zavet em énep: enn distrô-man̄ é vézô kaset-da-gét, hag é varvô.

36Hôgen ann holl dûd a ioa bét kaset gan̄t (T) Moizez évit gwélout ann douar, ha péré, ô véza distrôet, hô dôa lékéat da grôza enn hé énep ann holl bobl, ô wall vruda ann douar-zé ével eunn douar fall,

37A varvaz, ô véza bét skôet gan̄d ann Aotrou.

38Hôgen na choumaz béô némét Jozué, mâb Nun, ha Kaleb, mâb Jéfoné, eûz a gémen̄t a oa bét oc’h arvesti ann douar.

39Ha Moizez a lavaraz kémen̄t-sé da vugalé Israel; hag ar bobl a lén̄vaz drûz.

40Hôgen an̄trônôz ô véza savet min̄tin mâd, é piñchon̄t war lein ar ménez, hag é léverchon̄t: Daré omp da biña war al léac’h a béhini en deûz ann Aotrou komzet d’é-omp; râk péc’het hon eûz.

41Ha Moizez a lavaraz d’ézhô: Pérâg, émé-z-han̄, é kerzit-hu a-éneb gér ann Aotrou? Ann dra na zeûi ket da vâd d’é-hoc’h. (T).

42Na biñit két, (râk n’éma két ann Aotrou gan-é-hoc’h), gan̄d aoun na vec’h diskaret dirâg hoc’h énébourien.

43Ann Amalésited hag ar C’hananéed a zô dira-z-hoc’h, hag é kouézot dindân hô c’hlézé, ô véza né két fellet d’é-hoc’h sen̄ti ouc’h ann Aotrou, ha na vézô két ann Aotrou gan-é-hoc’h.

44Hôgen hî skôet a dévalien a bin̄az war lein ar ménez. Koulskoudé arc’h kévrédigez ann Aotrou ha Moizez n’az éjon̄t két er-méaz eûz ar c’hamp.

45Ann Amalésited hag ar C’hananéed péré a choumé war ar ménez a ziskennaz, en em daolaz war-n-ézhô, hô zréc’haz, hag a iéaz war hô lerc’h bétég Horma. ———— XV. PENNAD. Lézennou diwar-benn ar sakrifisou. Torrer ar sabbat.

← Niveroù 13Read In The App, Free →Niveroù 15 →

Study Niveroù 14

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536