Niveroù 14:31
Hôgen lakaad a rinn da von̄d ébarz hô pugaligou, péré a dlié béza, war hô lavar, preiz ann énébourien; évit ma wélin̄t ann douar a zô bét displijet d’é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
32Hô korfou-marô a vézô gourvézet enn distrô.
Cross References
Numbers 14:3Plijet gan̄d Doué é vemp bét marô enn Éjipt; ha plijet gan̄t-han̄ é teûjemp da zizeria enn distrô brâz-man̄, ha n’hol lakajé két da von̄t enn douar-zé, gan̄d aoun na vemp diskaret gan̄d ar c’hlézé, ha na vé kaset hor gragez hag hor bugalé é sklavérez. Ha né két gwell distrei d’ann Éjipt?
Numbers 26:64É-touez péré n’en em gavaz hini eûz ar ré a oa bét nivéret ken̄t gan̄t Moizez hag Aaron é distrô Sinai.
Joshua 5:7Mipien ar ré-man̄ a géméraz léac’h hô zadou, hag a oé enwadet gan̄t Jozué; ô véza ma oa gan̄t-hô hô pôd-mézen, ével pa oan̄t bét ganet, ha n’en dôa dén hô enwadet e-pâd ann hen̄t.
Psalms 106:24Hag hî a zellas ével nétrâ eunn douar ken hétuz; na grédchon̄t két d’hé chér.
Proverbs 1:30N’hô deûz két aotréet va c’huzulion ha ma hô deûz disprizet va holl gélennou.