Niveroù 14:34
Hervez ann niver eûz ann daou-ugen̄t dervez é-pâd péré hoc’h eûz ardamézet ann douar-zé: eur bloaz a vézô nivéret évid eunn deiz. Kouéza a rai éta war-n-hoc’h é-pâd daou ugen̄t vloaz hô fallagriézou, ha gouzout a réot pétrâ eo va ven̄jan̄s.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 13:25A oé hanvet Néhéleskol, da lavaroud eo, froud ar bôd-rezin, ô véza m’hô dôa bugalé Israel digaset ac’hanô ar bôd-rezin-zé.
Numbers 32:13Hag ann Aotrou ô véza savet droug enn-han̄ a-éneb Israel, a lékéas anézhan̄ da gan̄tréal enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz, kén na oé éat-da-gét ann holl wenn tûd en dôa gréat ann droug-zé dira-z-han̄.
Joshua 14:10Ann Aotrou en deûz va miret béô bétég-henn, ével m’en dôa hé wéstlet. Pemp ploaz ha daou-ugen̄t zô abaoé ma lavaraz ann Aotrou kémen̄t-sé da Voizez, pa gerzé Israel enn distrô: pemp ploaz ha pévar-ugen̄t ounn bréman̄;
Psalms 38:4O véza ma eo éat va fallagriézou dreist va fenn; ha ma hô deûz pounnéréet war-n-oun ével ar béac’h ar pounnéra.
Psalms 95:10É-pâd daou-ugen̄t vloaz eo bét savet droug enn-oun a-énep ar bobl-zé, hag em eûz lavaret: Fazia a réon̄t bépréd enn hô c’halounou.