Niveroù 16:33
Hag hî, ô véza bét gôlôet gan̄d ann douar, a ziskennaz ez-véô enn ifern; hag é trémenchon̄t eûz a greiz ar bobl. 3i. Hôgen holl vugalé Israel, péré a oa énô war-drô, a dec’haz pa glevchon̄t garmou ar ré a varvé, ô lavarout: Krénomp na zeûfé ivé ann douar d’hol loun̄ka.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
32Hag ô tigeri dindan-hô, é loun̄kaz anézhô, gan̄d hô zeltou, ha kémen̄d a oa d’ézhô.
Cross References
Psalms 9:15Trida a rinn gan̄d ar zilvidigez a rôi d’in; ar brôadou a zô kouézet enn toull hô dôa gréat évit va laza. Paket eo bét hô zroad el lindâg hô dôa steñet é-kûz.
Psalms 55:23Hôgen té, ô Doué, a gasô anézhô da bun̄s ar marô. Ann dûd a c’hoad hag a douellérez n’az ain̄t két d’ann han̄ter eûz hô deisiou; hôgen mé, Aotrou, a lakai va géd enn-od. ———— LV. PSALM. Évid ann divez, évid ar bobl a zô bét pelléet diouc’h ar zen̄t, David a lékéaz ar skrid-man̄ da en̄vor, pa oé dalc’het gan̄d diavésidi é Gét.
Psalms 143:7Meûlit ann Aotrou eûz ann douar, aérouen̄t, hag holl boullou-doun;
Isaiah 14:15Ha koulskoudé oud bét taolet enn ifern, é gwéled ar poull.
Ezekiel 32:30Énô éma holl brin̄sed ann han̄ter-nôz, hag ann holl wénaérien, péré a zô bét kaset gan̄d ar ré a zô bét lazet, hag hi spoun̄tet-brâs, ha leûn a véz enn hô ners; kousket in̄t dienwad é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar chlézé, ha douget hô deûz hô dismégan̄s gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.