The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 16

1Hôgen neûzé Koré, mâb Isaar, mâb Kaat, mâb Lévi; ha Datan hag Abiron, mipien Éliab, hag Hon, mâb Félet, unan eûz a vipien Ruben;

2A zavaz a-énep Moizez gan̄t daou c’hant han̄ter kan̄t dén all eûz a vugalé Israel, eûz ar ré gen̄ta eûz ar sinagog, ha péré, é amzer ar strolladou, a oa galvet dré hô hanvou.

3Ha goudé ma oen̄t savet a-énep Moizez hag Aaron, é léverchon̄t d’ézhô: Ra vézô a-walc’h d’é-hoc’h ma’z eo ann holl bobl-man̄ eur bobl a zen̄t, ha ma éma ann Aotrou enn hô. Pérâg é savit-hu dreist pobl ann Aotrou?

4Pa glevaz Moizez kémen̄t-sé, en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar;

5Hag hén̄ ô komza out Koré hag ouz ar ré a ioa gan̄t-han̄ (T): War-c’hoaz vin̄tin, émé-z-han̄, ann Aotrou a rôi da anaout ar ré péré a zô d’ézhan̄, hag a unvanô gan̄t-han̄ ar ré a zô sen̄t; hag ar ré en deûz dilennet, a dôstai out-han̄.

6Grîd éta kémen̄t-man̄: Ra gémérô pép-hini hé ézan̄souer, té, Koré, hag ar ré a zô gan-éz.

7Hag ô véza war-c’hoaz kéméret tân, é lékéot ézan̄s war-n-ézhan̄ dirâg ann Aotrou; ha piou-bennâg en dévézô bét dilennet gan̄t ann Aotrou, hen-nez a vézô san̄t. En em zével kals a rit, mipien Lévi. (T).

8Lavaroud a réaz c’hoaz da Goré: Sélaouit, mipien Lévi:

9Ha nébeûd a dra eo a gav d’é-hoc’h en défé Doué Israel hô rannet eûz ann holl bobl, hag hoc’h unvanet gant-han̄ évid hé zervicha é lid ann tabernakl, hag évit sével dirâg ann holl bobl, oc’h ôber hô karg?

10Hag évit-sé eo en deûz da lékéat da dôstaat out-han̄, té ha da holl vreûdeûr mipien Lévi, évit ma aloubot ivé ar vélégiez vrâz,

11Ha ma zavô hoc’h holl dûd a-éneb ann Aotrou? Rak pétrâ eo Aaron évit ma grôzfac’h enn hé énep?

12Moizez éta a gasaz da c’hervel Datan hag Abiron, mipien Éliab. Hag ar ré-man̄ a lavaraz: N’az aimp két.

13Ha n’eo két a-walc’h d’id béza hol lékéat er-méaz eûz ann douar é péhini é rédé al léaz hag ar mél, évid hôl lakaad da vervel enn distrô, hép don̄t d’hon aotrounia?

14Hor c’haset éc’h eûz évit-gwir enn eunn douar é péhini é réd stériou léaz ha mél, hag éc’h eûz rôet d’é-omp é kers parkou ha gwiniennou; ha felloud a ra d’id c’hoaz tenna hon daoulagad eûz hor penn? N’az aimp két.

15Moizez ô véza savet droug enn-han̄, a lavaraz d’ann Aotrou: Na zell két oud hô sakrifisou; té a oar pénaoz n’am eûz biskoaz digéméret eunn azénik zô-kén digan̄t-hô, na n’em eûz glac’haret hini anézhô.

16Neûzé é lavaraz da Goré: En em likit war-c’hoaz dirâg ann Aotrou, té ha da holl strollad enn eunn tû, hag Aaron enn eunn tû all.

17Kémérit pép hini hoc’h ézan̄souérou, ha likid ézan̄s enn-hô ô kenniga d’ann Aotrou dég ézan̄souer ha daouzeg ugen̄t; dalc’het ivé Aaron hé ézan̄souer.

18Pa hô dôé gréat kémen̄t-sé dirâk Moizez hag Aaron,

19Ha pa hô dôé dastumet ann holl bobl rag-énep d’ézhô, é-tâl dôr ann tabernakl, gloar ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhô holl.

20Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout:

21En em rannit eûz a greiz ar strollad-zé, évit ma hô c’hollinn war-eunn-drô.

22Ar ré-man̄ en em strin̄kaz war hô génou d’ann douar, hag a lavaraz: O Doué holl c’halloudek, Doué ar spéréjou hag ann holl gîk, ha sével a rai drouk enn-oud a-éneb ann holl évit péc’hed unan hép-kén?

23Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: 2V. Gourc’hémenn d’ann holl bobl pellaat diouc’h teltou Koré, ha Datan, hag Abiron.

24

25Moizez éta a zavaz, hag a iéaz étrézé Datan hag Abiron: hag hénaoured Israel a iéaz war hé lerc’h.

26Hag hén̄ a lavaraz d’ar ré a oa dastumet énô: Pellait diouc’h teltou ann dûd fallagr-zé, ha na likit két hô taouarn war nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhô, gand aoun na vec’h strôbet enn hô féc’héjou.

27Ha pa oen̄t pelléet dioud hô zeltou trô-war-drô, Datan hag Abiron ô véza deûet er-méaz en em zalc’hé é-tâl dôr hô zeltou, gan̄d hô gragez, hag hô bugalé, hag hô holl zûd.

28Ha Moizez a lavaraz: Diouc’h kémen̄t-man̄ é wiot pénaoz eo ann Aotrou en deûz va c’haset évid ôber kémen̄d a wélit, ha pénaoz n’eo két mé em eûz hé c’hréat eûz va ménoz va-unan̄.

29Mar varv ar ré-man̄ eûz a eur marô paot é-touez ann dûd, ha mar teû ar c’hlén̄ved da staga enn-hô, ével m’az a da staga er ré all, né két ann Aotrou en deûz va c’haset.

30Hôgen mar grâ ann Aotrou eunn dra névez, ha mar teû ann douar da zigéri, ha d’ho loun̄ka hî ha kémen̄d a zô d’ézhô; ha ma tiskennon̄t ez-véô enn ifern, é wiot pénaoz hô deûz drouk-pédet gan̄d ann Aotrou.

31Kerken̄t éta m’en dôé peur-lavaret ar c’homziou-man (T), ann douar a fraḻaz dindân hô zreid;

32Hag ô tigeri dindan-hô, é loun̄kaz anézhô, gan̄d hô zeltou, ha kémen̄d a oa d’ézhô.

33Hag hî, ô véza bét gôlôet gan̄d ann douar, a ziskennaz ez-véô enn ifern; hag é trémenchon̄t eûz a greiz ar bobl. 3i. Hôgen holl vugalé Israel, péré a oa énô war-drô, a dec’haz pa glevchon̄t garmou ar ré a varvé, ô lavarout: Krénomp na zeûfé ivé ann douar d’hol loun̄ka.

34

35Hôgen eunn tan kaset gan̄d ann Aotrou, a lazaz daou c’han̄t han̄ter-kan̄t dén péré a gennigé ézan̄s.

36Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:

37Kémenn da Éléazar, mâb Aaron, ar bélek, kémérout ann ézan̄souérou a zô choumet enn en̄tan, ha teûrel ann tân a zô enn-hô tû-man̄ ha tû-hon̄t; rak san̄télet in̄t bét (T).

38É marô ar béc’herien: ha graet gan̄t-hô taolennou a stagô oud ann aoter, ô véza ma eo bét kenniget enn-hô ézan̄s d’ann Aotrou, ha ma in̄t bét san̄téléet, ha ma vézin̄t da arwéz ha da dést da vugalé Israel.

39Éléazar ar bélek a géméraz éta ann ézan̄souérou arem, é péré ar ré a oa bét losket gan̄d ann en̄tan hô dôa kenniget ézan̄s; hag é réaz taolennou gan̄t-hô, hag hô stagaz oud ann aoter;

40Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.

41An̄trônôz holl strollad bugalé Israel a grôzaz a énep Moizez hag Aaron, ô lavarout: C’houi hoc’h eûz lazet pobl ann Aotrou.

42Hag ô véza ma savé eunn dispac’h, ha ma kreské ar safar,

43Moizez hag Aaron a dec’haz étrézé tabernakl ar gévrédigez. Ha pa oen̄t éat ébarz, ar goabren hô c’hôlôaz, ha gloar ann Aotrou en em ziskouézaz.

44Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez:

45En em dennit eûz a greiz ar strollad tûd zé; mon̄d a rann bréman̄ d’hô laza holl. Neûzé ô véza hô daou en em strin̄ket d’ann douar,

46É lavaraz Moizez da Aaron: Kémer da ézan̄souer; laka enn-han̄ tân eûz ann aoter, ha taol ézan̄s war-n-ézhan̄; ha kéa buan étrézég ar bobl évit pédi évit-hô; râg a-vréma ann Aotrou a zô droug enn-han̄, hag ar gouli a zô ô von̄t da darza. (T).

47Aaron a réaz kémen̄t-sé, hag a rédaz é-kreiz ar bobl a zéraoué beza gwastet gan̄d ann tân; hag é kennigaz ann ézan̄s;

48Hag oc’h en em zerc’hel enn hé zâ étré ar ré varô hag ar ré véô, é pédaz évid ar bobl, hag ar gouli a éhanaz.

49Hôgen ar ré a oé skôet, a oé eûz a bévarzék mil dén ha seiz kan̄t, hép nivéri ar ré oa bét marvet é dispac’h Koré.

50Hag Aaron a zistrôaz da gavout Moizez é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez, goudé ma oé arzaôet ar marô. ———— XVII. PENNAD. Ar vélégiez krétéet é Aaron gan̄d eur burzud.

← Niveroù 15Read In The App, Free →Niveroù 17 →

Study Niveroù 16

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536