Niveroù 18:9
Chétu éta pétrâ a géméri eûz ann traou a vézô bét san̄télet ha kenniget d’ann Aotrou. Kémen̄t kennig, kémen̄t sakrifiz, ha kémen̄t tra a véz rôed d’in évid ar péc’hed hag évid ann drouk, hag a zeû da véza san̄tel-brâz, a vézô évid-od hag évid da vipien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Er san̄tuar é tebri anézhan̄; ar oazed hép-kén a zebrô eûz anézhan̄; rak gwéstled eo d’id.
Cross References
Leviticus 2:3Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.
Leviticus 4:22Mar pec’h eur prin̄s, ha mar grâ dré ziwiziégez eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou;
Leviticus 5:1Mar pec’h eunn dén, goudé béza klevet eur ré oc’h ôber lé; mar d-eo bét tést, pé évit beza gwélet, pé évit béza gwézet, ha ma n’hen diskuḻ két, é tougô hé fallagriez.
Leviticus 6:19Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Leviticus 7:1Chétu ivé lézen ann hostiv évid ar gwall: san̄tel-brâz eo.
Leviticus 10:12Neûzé Moizez a lavaraz da Aaron, ha da Éléazar, ha da Itamar, hé vipien, a oa choumet d’ézhan̄: Kémérid ar sakrifiz a zô choumet eûz a gennig ann Aotrou, ha debrit-hén̄ hép goell é-tâl ann aoter, ô véza ma eo eunn dra san̄tel-brâz.