Niveroù 19:9
Hôgen eunn dén glân a zastumô ludu ar vioc’h, hag a skiñô anézhan̄ er-méaz eûz ar c’hamp enn eul léac’h glân-brâz; évit ma vézô miret gan̄d holl vugalé Israel, ha ma vézin̄t d’ézhô ével eunn dour a sparférez; ô véza ma eo bét devet ar vioc’h évid ar péc’hed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 6:12Hah hén̄ a wéstlô d’ann Aotrou deisiou he rannidigez, ô kenniga eunn oan bloaz évid ar péc’hed; enn hévélep doaré koulskoudé ma teûi ann deisiou ken̄ta da véza didalvez, ô véza ma eo bét saotret hé zan̄télez.
Numbers 9:13Hôgen ann dén a vézô glân, ha na vézô két enn hen̄t, ha na rai két koulskoudé ar Pask, a vézô gwastet eûz a greiz hé bobl, ô véza n’en deûz két enn hé amzer kenniget ar sakrifiz d’ann Aotrou; dougen a rai hé-unan hé béc’hed.
Numbers 19:18Hag eunn dén glân ô véza soubet sikadez enn-han̄, é sparfô gan̄t-han̄ ann holl delt, hag ann holl arrébeûri, hag ann dûd a vézô bét saotret gan̄d ann dic’hlanded-zé;
Numbers 31:23Ha kémen̄d a hell tréménout dré ann tân, ra vézô glanet gan̄d ann tân. Hôgen kémen̄t ha na hellô két béza lékeat enn tân, ra vézô san̄télet gan̄d ann dour a ziskarg.
Hebrews 7:26Râk déréad é oa hor bijé eur bélek-brâz san̄tel, dizrouk, dinam, rannet diouc’h ar béc’herien, hag uc’héloc’h égéd ann én̄vou: