The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 19

1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout:

2Chétu lîd ar viktim a zô bét gourc’hémennet gan̄d ann Aotrou: kémenn da vugalé Israel digas d’id eur vioc’h gell, eûz a eunn oad klôk, é péhini na vézô briz é-béd, ha na vézô két bét ar iéô war-n-ézhi;

3Ha c’houi hé rôi da Eléazar ar bélek, péhini ô véza hé c’haset er-méaz eûz ar c’hamp, a lazô anézhi dirâg ann holl;

4Hag ô souba hé vîz é goâd ar vioc’h, é sparfô seiz gwéach étrézé dôr ann tabernakl.

5Hag hén̄ hé loskô dirâg ann holl, ô tevi gan̄d ann tân kenn hé c’hroc’hen hag hé c’hîk, kenn hé goâd hag hé beûzel.

6Ar bélek a daolô ivé enn tân a zevô ar vioc’h, koat sedr, ha sikadez, ha tané diou wéach livet.

7Ha neûzé goudé-holl, goudé béza gwalc’het hé ziḻad hag hé gorf, é tistrôi d’ar c’hamp, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

8Hôgen ann hini en dévézô losket ar vioc’h a walc’hô ivé hé ziḻad hag hé gorf, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

9Hôgen eunn dén glân a zastumô ludu ar vioc’h, hag a skiñô anézhan̄ er-méaz eûz ar c’hamp enn eul léac’h glân-brâz; évit ma vézô miret gan̄d holl vugalé Israel, ha ma vézin̄t d’ézhô ével eunn dour a sparférez; ô véza ma eo bét devet ar vioc’h évid ar péc’hed.

10Ha pa en dévézô gwalc’het hé ziḻad, ann hini en dévézô douget ludu ar vioc’h, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. Kémen̄t-man̄ a vézô san̄tel, dré eur gwir peûr-baduz, da vugalé Israel ha d’ann diavésidi a choum enn hô zouez.

11Néb en dévézô stoket out korf-marô eunn dén, hag a vézô deûet évit-sé da véza dic’hlan é-pâd seiz dervez;

12A vézô sparfet gan̄d ann dour-zé enn trédé hag er seizved dervez, hag ével-sé é vézô glanet. Ma na véz két sparfet enn trédé deiz, na hellô két béza glanet er seizved deiz.

13Piou-bennâg en dévézô stoket out korf-marô eunn dén, ha na vézô két bét sparfet gan̄d ar c’hemmesk-zé, hen-nez a zaotrô tabernakl ann Aotrou, hag é tizeriô eûz a-greiz Israel; dic’hlan é vézô, ô véza n’eo két bét glanet gan̄d dour ann dic’haouidigez, hag hé hudurnez a choumô war-n-ézhan̄.

14Chétu al lézen évid ann dén a varv enn hé delt: kémen̄d hini a iélô enn hé delt, ha kémen̄t léstr a vézô enn-han̄, a vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez.

15Al léstr péhini n’en dévézô kéd a c’houlc’her, pé na vézô két liammet war-c’horré, a vézô dic’hlan.

16Mar teû eur ré da steki enn eur park out korf-marô eunn dén a vézô bét lazet, pé a vézô en em lazet hé-unan, pé mar stok oud eunn askourn anézhan̄, pé oud hé véz, é vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez.

17Kéméroud a rain̄t eûz a ludu al loen losket évid ar péc’hed, hag é lakain̄t dour-réd war-n-ézhan̄ enn eul léstr;

18Hag eunn dén glân ô véza soubet sikadez enn-han̄, é sparfô gan̄t-han̄ ann holl delt, hag ann holl arrébeûri, hag ann dûd a vézô bét saotret gan̄d ann dic’hlanded-zé;

19Hag ével-sé ann hini glân a skarzô ann hini dic’hlan d’ann trédé ha d’ar seizved deiz; hag ann hini a vézô bét skarzet er seizved deiz, en em walc’hô hag a walc’hô hé ziḻad; hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

20Mar béz eur ré ha n’eo két bét skarzet enn doaré-zé, é vézô tennet hé vuez eûz a greiz ar strollad; ô véza ma en deûz saotret san̄tuar ann Aotrou, ha n’eo két bét sparfet gan̄d ann dour a zic’haouidigez.

21Ar c’hélen-zé a vézô eul lézen da viken. Ann hini en dévézô sparfet ann dour, a walc’hô ivé hé ziḻad. Kémen̄d hini en dévézô stoket oud ann dour a zic’haouidigez, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

22Néb a stokô oud eunn dra hag hén̄ dic’h1an, hé lakai da véza dic’hlan; hag ann hini en dévézô stoket oud unan eûz ann traou-zé, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. ———— XX. PENNAD. Marô Mari, c’hoar Moizez. Marô Aaron, hé vreûr.

← Niveroù 18Read In The App, Free →Niveroù 20 →

Study Niveroù 19

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536