Niveroù 20:5
Pérâg éc’h eus-té hon tennet eûz ann Éjipt, hag hon digaset el léac’h fall-man̄, é péhini na helleur két hada; péhini na laka két da zével na fiez, na gwini, nag avalou-grénad; é péhini zô-kén na gaveur ked a zour évid éva?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Pérâg hoc’h eûz-hu kaset pobl ann Aotrou enn distrô, évit ma varvchemp, nî hag hol loéned?
Cross References
Numbers 27:14O véza ma hoc’h eûz gwall-c’hréat em c’hen̄ver é distrô Sin é-pâd énébiez ar bobl, ha né két bét fellet d’é-hoc’h va meûli dira-z-han̄ enn abek d’ann doureier, doureier ann énébiez é Kadez, é distrô Sin.
Nehemiah 9:21A-héd daou-ugen̄t vloaz éc’h eûz hô maget enn distrô, ha nétrâ n’hô deûz diouéret: né két deûet fall hô diḻad, ha né két bét skuiz hô zreid.
Jeremiah 2:6Ha n’hô deûz két lavaret: Péléac’h éma ann Aotrou, péhini en deûz hôl lékéat da biña eûz a zouar ann Éjipt; péhini en deuz hor c’haset dré ann distrô, a-dreûz da eunn douar didûd ha dihen̄t, a-dreûz da eunn douar séac’h, ha skeûden ar marô, a-dreûz da eunn douar dré béhini n’eo kerzet dén, é péhini n’eo choumet dén?