The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 20

1Bugalé Israel hag ann holl bobl a zeûaz é distrô Sin er miz ken̄ta; hag ar bobl a choumaz é Kadez. Ha Mari a varvaz énô, hag a oé bésiet enn hévélep léac’h.

2Hag ann dour énô a oé diouer anézhan̄ é-touez ar bobl; hag en em zavchon̄t (T) a-énep Moizez hag Aaron;

3Hag ô véza en em zispac’het, é léverchon̄t: A-ioul é vemp bét marô gan̄d hor breûdeur dirâg ann Aotrou!

4Pérâg hoc’h eûz-hu kaset pobl ann Aotrou enn distrô, évit ma varvchemp, nî hag hol loéned?

5Pérâg éc’h eus-té hon tennet eûz ann Éjipt, hag hon digaset el léac’h fall-man̄, é péhini na helleur két hada; péhini na laka két da zével na fiez, na gwini, nag avalou-grénad; é péhini zô-kén na gaveur ked a zour évid éva?

6Moizez hag Aaron ô véza en em dennet eûz a douez ar bobl, a iéaz é tabernakl ar gévrédigez; hag ô véza en em strin̄ket war hô génou d’ann douar, é c’harmchon̄t oud ann Aotrou, hag é léverchon̄t d’ézhan̄: Aotrou Doué, sélaou garm ar bobl-man̄, ha digor da den̄zor d’ézhô, eur feun̄teun dour-réd, évit mac’h éhanô hô c’hrôz pa hô dévézô torret hô séc’hed. (T). Ha gloar ann Aotrou en em ziskouézaz war-n-ézhô.

7Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:

8Kémer ar wialen, ha dastum ar bobl, té hag Aaron da vreûr, ha komzit oud ar méan dira-z-hô, hag hén̄ a rôi doureier. Ha p’az pézô tennet dour eûz ar méan, ar bobl holl a évô hag hô loéned.

9Moizez a géméraz éta ar wialen a oa dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄;

10Hag ô véza dastumet ar bobl dirâg ar méan, é lavaraz d’ézhô: Sélaouit, tûd amzen̄t ha diskrédik: ha nî a hellô lakaad dour da zilammout d’é-hoc’h eûz ar méan-zé?

11Ha p’en dôé Moizez savet hé zourn, ha skôet diou wéach war ar méan gan̄d hé wialen, é tilammaz kalz a zour, enn hévélep doaré m’en dôé ar bobl da éva, hag al loéned ivé.

12Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron: O véza n’hoc’h eûz két krédet d’in, ha n’hoc’h eûz két va zan̄télet dirâk bugalé Israel, na lékéot két ar bobl-man̄ da von̄t ébarz ann douar a rôinn d’ézhô.

13Hen-nez eo dour ann énébiez, é péléac’h bugalé Israel hô deûz krôzet a-éneb ann Aotrou, hag é péléac’h ma eo en em zan̄télet enn hô c’hreiz.

14Hôgen Moizez a gasaz eûz a Gadez kannaded da roué Édom, évit lavarout d’ézhan̄: Chétu pétrâ a gémenn d’id da vreûr Israel: Té a oar pégémen̄t a boan hon eûz bét;

15Pénaoz eo bét diskennet hon tadou enn Éjipt, hag omp choumet énô pell-amzer; ha pénaoz ann Éjiptianed hô deûz hor glac’haret, nî hag hon tadou;

16Ha pénaoz ô véza garmet étrézég ann Aotrou, en deûz klevet ouz-omp, hag en deûz kaset hé Éal, péhini en deûz hon tennet eûz ann Éjipt. Émomp bréman̄ é kéar Kadez, péhini a zô war harzou da rouan̄télez.

17Da bidi stard a réomp d’hol lézel da dréménout dré da vrô. N’az aimp két a-dreûz d’ar parkeier, na d’ar gwiniennou; na évimp két ann dour eûz hô pun̄sou; hôgen mond a raimp dré ann hen̄t brâz, hép distrei nag a zéou nag a gleiz, bété ma hor bézô treûzet da harzou.

18Hag Édom a lavaraz d’ézhan̄: Na dréméni két dré va zouarou, pé éz inn gan̄t va armou enn da énep.

19Ha bugalé Israel a lavaraz: Dré ann hen̄t-meur éz aimp: ha ma évomp eûz da zour-dé, nî hag hol loéned, é rôimp d’id ar péz a zô réd: na vézô két a énébiez évid ann digoll: hol lez hép-kén da dréménout héb harz.

20Hag hén̄ a lavaraz: Na dréméni két. Ha râk-tâl é kerzaz enn hô raok gan̄d eul lôd brâz a dûd, hag eunn armé gré,

21Ha na fellaz két d’ézhan̄ salaoui Israel a bédé anézhan̄ évit ma hô lezché da dréménout dré hô brô: râk-sé Israel a belleaz dioc’h hé zouarou.

22Ha p’hô dôé savet hô c’hamp eûz a Gadez, é teûjon̄t da vénez Hor, a zô war-harz brô Édom.

23Hag énô é komzaz ann Aotrou out Moizez:

24R’az ai, émé-z-han̄, Aaron da gavout hé bobl; râk n’az ai két enn douar em eûz rôet da vugalé Israel, ô véza ma eo bét diskrédik d’am gér, el léac’h hanvet Doureier ann énébiez.

25Kémer Aaron hag hé vâb gan̄t-han̄, ha kâs-hi war vénez Hor.

26Diwiska a rî hé zaé d’ann tâd, hag é wiski anézhi da Éléazar, hé vâb; Aaron a vézô dastumet gan̄t hé dadou hag a varvô énô.

27Moizez a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou: hag hî a biñaz war vénez Hor, dirâg ann holl bobl.

28Ha goudé m’en dôé diwisket hé zaé da Aaron, é wiskaz anézhi da Éléazar hé vâb.

29Aaron ô véza marô war lein ar ménez, é tiskennaz Moizez gan̄d Eléazar.

30Hôgen ann holl bobl ô wélout pénaoz é oa marô Aaron, a wélaz war-n-ézhan̄ é-pâd trégon̄t dervez, enn hô holl diégésiou. ———— XXI. PENNAD. Krôz névez ann Israélited. Aer arem.

← Niveroù 19Read In The App, Free →Niveroù 21 →

Study Niveroù 20

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536