Niveroù 22:20
Doué a zeûaz éta diouc’h ann nôz da gavout Balaam, hag a lavaraz d’ézhan̄: Mar d-eo deûet ann dûd-zé évid da gerc’hon̄t, saô, ha kéa gan̄t-hô; laka évez koulskoudé da ôber ar péz a c’hourc’hémenninn d’id.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 23:5Hôgen ann Aotrou a lékéaz ar gér é génou Balaam, hag a lavaraz d’ézhan̄: Distrô étrézé Balak, ha komz out-han̄ ével-henn.
Numbers 23:16Ann Aotrou ô véza deûet d’hé gavout, hag ô véza lékéat ar gér enn hé c’hénou, a lavaraz d’ézhan̄: Distrô étrézé Balak, ha komz out-han̄ ével-henn.
Numbers 24:13Ha pa rôfé Balak d’in leiz hé di a arc’han̄t hag a aour, na helfenn két mon̄d dreist gér ann Aotrou va Doué, évit ma lavarchenn nétrâ eûz va fenn, nag é mâd nag é drouk; hôgen é lavarchenn kémen̄d en dijé lavaret ann Aotrou d’in?
1 Samuel 12:12Em eûz lavaret: Bréma ar Filistined a ziskennô étrézég enn-oun é Galgala, ha n’em eûz két bét c’hoaz trugarez ann Aotrou. O véza ma oa réd d’in, em eûz kenniget ar sakrifiz-losk.
Psalms 78:30Ével-sé na oen̄t két touellet enn hô ioul. Édô c’hoaz ar boéd-zé enn hô génou,