Niveroù 23:3
Ha Balaam a lavaraz da Valak: Choum eunn nébeût é-kichen da zakrifiz-losk, ken na wélinn ma en em ziskouézô ann Aotrou d’in, évit ma livirinn d’id kémen̄d en dévézô gourc’hémennet d’in.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 114-148) ◄ Ann Ekzod Al Lévitik Ann Nivérou ► AL LÉVITIK. ———— I. PENNAD. Lézennou ar sakrifisou-losk, évid ann éjenned, évid ann dén̄ved hag ar gevr; évid ann evned. 1 Hôgen ann Aotrou a c’halvaz Moizez eûz ann tabernakl a désténi, ô lavarout:
Numbers 22:31Râk-tâl ann Aotrou a zigoraz daoulagad Balaam, hag hén̄ a wélaz ann éal a oa enn hé zâ enn hen̄t, hag eur c’hlézé noaz enn hé zourn; hag ô véza en em strin̄ket d’ann douar, éc’h azeûlaz anézhan̄.
Numbers 23:15Hag é lavaraz da Valak: Choum aman̄ é-kichen da zakrifiz-losk, kén na vézinn éat war arbenn d’ann Aotrou. (T).
Numbers 24:1Pa wélaz Balaam pénaoz é fellé d’ann Aotrou é vennigché Israel, n’az éaz mui ével kén̄t évit ôber hé ziougan; hôgen ô trei oud ann distrô,