The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 23

1Neûzé Balaam a lavaraz da Valak: Saô aman̄ d’in seiz aoter; hag aoz seiz leûé ha kémen̄d all a dourzed.

2Ha pa en dôé gréat Balak hervez lavar Balaam, é lékéjon̄t kévret eul leûé hag eunn tourz war péb aoter.

3Ha Balaam a lavaraz da Valak: Choum eunn nébeût é-kichen da zakrifiz-losk, ken na wélinn ma en em ziskouézô ann Aotrou d’in, évit ma livirinn d’id kémen̄d en dévézô gourc’hémennet d’in.

4Hag ô véza éat-kuît buhan, é teûaz Doué d’hé gavout. Ha Balaam a lavaraz d’ézhan̄: Seiz aoter em eûz savet, hag em eûz lékéat eul leûé hag eunn tourz war bép-hini anézhô.

5Hôgen ann Aotrou a lékéaz ar gér é génou Balaam, hag a lavaraz d’ézhan̄: Distrô étrézé Balak, ha komz out-han̄ ével-henn.

6O véza distrôet, é kavaz Balak enn hé zâ é-kichen hé sakrifiz-losk, gan̄d holl brin̄sed ar Voabited.

7Neûzé en em lékéaz da ziougani, hag é lavaraz: Balak, roué ar Voabited, en deûz va lékéat da zon̄t eûz a Aram, eûz a vénésiou ar sav-héol; Deûz, émé-z-han̄, ha millig Jakob; hast affô, hag argarz Israel.

8Pénaoz é villiginn-mé ann hini n’en deûz két milliget Doué? Gan̄t pé abek éc’h argarzinn-mé ann hini pé-hini né két argarzet gan̄d ann Aotrou?

9Eûz a lein ar réier her gwélinn, hag eûz ar grec’hiou é sellinn out-han̄. Ar bobl-zé a choumô hé-unan, ha na vézô két lékéat é niver ar brôadou.

10Piou a hellô nivéri poultr Jakob, hag anaout ann niver eûz a wenn Israel? Ra varvinn eûz a varô ar ré wirion, ha ra vézô va marô hén̄vel oud hô hini.

11Ha Balak a lavaraz da Valaam: Pétrâ a réz-té? Da c’halvet em eûz évit milliga va énébourien, ha té enn-énep a vennig anézhô.

12Ha Balaam a lavaraz: Ha mé a hell lavarout nétrâ all néméd ar péz en dévézô gourc’hémennet ann Aotrou d’in?

13Neûzé Balak a lavaraz d’ézhan̄: Deûz gan̄-én̄ enn eul léac’h all, a béléac’h é wéli lôd eûz a Israel, hép ma helli hé wélout holl; hag ac’hanô a villigi anézhan̄.

14Ha goudé m’en dôé hé gaset da eul léac’h uc’hel-brâz, war lein ménez Fasga, é savaz Balaam seiz aoter, é lékéaz eul leûé hag eunn tourz war bép-hini;

15Hag é lavaraz da Valak: Choum aman̄ é-kichen da zakrifiz-losk, kén na vézinn éat war arbenn d’ann Aotrou. (T).

16Ann Aotrou ô véza deûet d’hé gavout, hag ô véza lékéat ar gér enn hé c’hénou, a lavaraz d’ézhan̄: Distrô étrézé Balak, ha komz out-han̄ ével-henn.

17O véza distrôet, é kavaz Balak enn hé zâ é-kichen hé sakrifiz-losk, ha prin̄sed ar Voabited gan̄t-han̄. Ha Balak a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou?

18Neûzé Balaam oc’h en em lakaad da ziougani, a lavaraz: Saô, Balak, ha sélaou; klev, mâb Séfor.

19Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér?

20Kaset ounn bét évit benniga; na hellann két mirout na vennigchenn.

21N’eûz kéd a idol é Jakob, ha na wéleur két a skeûden é Israel. Ann Aotrou hé Zoué a zô gan̄t-han̄ hag é kléveur enn hô zouez soun gounid hô roué.

22Doué en deûz hé zigaset er-méaz eûz ann Éjipt, hag hé ners a zô hén̄vel oud hini ar rinoséros.

23N’eûz kéd a arouéz a énep Jakob, nag a ziougan a-énep Israel. Lavaret é vézô enn hé amzer da Jakob ha da Israel pétrâ en dévézô gréat Doué. 2i. Chétu ar bobl-zé a zavô ével eul léonez; sével a rai evel eul léon; na c’hourvézo két, kén n’en dévézô loun̄ket hé breiz, hag évet goâd ar ré en dévézô lazet.

24

25Ha Balak a lavaraz da Valaam: Na villig, na na vennig anézhan̄.

26Ha Balaam a lavaraz d’ézhan̄: Ha n’em eûz két lavaret d’id pénaoz é rajenn ar péz a c’hourc’hémenché Doué d’in?

27Ha Balak a lavaraz dézhan̄: Deûz, ha mé az kasô da eul léac’h all, évit gwélout mar plijô gan̄d Doué é villigi anézhô ac’hanô.

28Ha goudé béza hé gaset war lein ménez Fogor, a zell ouc’h ann distrô,

29Balaam a lavaraz dézhan̄: Saô aman̄ d’in seiz aoter, hag aoz seiz leûé, ha kémen̄d all a dourzed.

30Balak a réaz ével m’en dôa lavaret Balaam d’ézhan̄, hag é lékéaz eul leûé hag eunn tourz war béb aoter. ———— XXIV. PENNAD. Balaam a ziougan diwar-benn Israel, ha diwar-benn ar C’hrist.

← Niveroù 22Read In The App, Free →Niveroù 24 →

Study Niveroù 23

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536