Niveroù 26:29
A Vanasé eo bét ganet Mac’hir, a béhini tiad ar Vac’hirited: ha Mac’hir a oé tâd Galaad, a béhini tiad ar C’halaadited.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
28Mipien Jozef hervez hô c’héren̄tiézou: Manasé hag Éfraim.
30Galaad en dôé da vipien, Jézer, a béhini tiad ar Jézérited: hag Hélek, a béhini tiad ann Hélékited:
Cross References
Numbers 36:1Hôgen prin̄sed tudou Ga1aad, mâb Mac’hir, mâb Manasé eûz a wenn bugalé Jozef, a zeûaz da gavout Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ dirâk prin̄sed Israel:
Joshua 17:1Chétu al lôden a zigwézaz dré ar sort da vreûriez Manasé (râg hén̄ a oa mâp-héna Jozef): da Vac’hir, mâp-héna Manasé, ha tâd Galaad, péhini a oé den-a-vrézel, hag en dôé enn hé gers brô C’halaad ha Basan:
1 Chronicles 2:21Goudé-zé Hesron a géméraz da c’hrég merc’h Mac’hir, tâd Galaad. Tri-ugen̄t vloaz en dôa pa zimézaz gan̄t-hi; hag hî a c’hanaz d’ézhan̄ Ségub.