Niveroù 26
1Goudé ma oé bét skuḻet goâd ar wallerien, ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Éléazar ar bélek -brâz, mâb Aaron:
2Nivérit ann holl strollad eûz a vugalé Israel, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou, ar ré holl a hell mon̄d d’ar brézel.
3Râk-sé Moizez hag Éléazar ar bélek -brâz, pa oan̄t é kompézen Moab, a-héd ar Jourdan, râg-énep da Jérikô, a gomzaz oud ar ré hô dôa
4Ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hervez m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou; ha chétu ann niver anézhô:
5Ruben ken̄ta-ganet Israel: Mipien Ruben, Hénoc’h, a béhini tiad ann Hénoc’hited: ha Fallu, a béhini tiad ar Falluited:
6Hag Hesron, a béhini tiad ann Hesronited: ha Charmi, a béhini tiad ar Charmited.
7Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a wenn Ruben; hag ann niver anézhô en em gavaz eûz a dri mil ha daou-ugen̄t mil a seiz kan̄t ha trégon̄t.
8Fallu en dôé da vâb Éliab:
9Mipien Éliab a oé Namuel, ha Datan, hag Abiron. Ar ré-man̄, da lavaroud eo, Datan hag Abiron, a oé ar brin̄sed-zé eûz ar bobl, péré a zavaz a-énep Moizez hag Aaron é dispac’h Koré, pa en em zispac’hchon̄t a-énep ann Aotrou;
10Hag ann douar a zigoraz dré ann han̄ter évit loun̄ka Koré, kalz ré-all ô véza marô gan̄t-han̄, pa zevas ann tân dék dén ha daouzég-ugen̄t. Ha c’hoarvézoud a réaz eur burzud brâz;
11Râk, pétrâ-bennâg ma varvaz Koré, na varvaz két hé vipien gan̄t-han̄.
12Mipien Siméon hervez hô c’héren̄tiézou: Namuel, a béhini tiad ann Namuélited: ha Jamin, a béhini tiad ar Jaminited: ha Jac’hin, a bébini tiad ar Jac’hinited:
13Ha Zaré, a béhini tiad ar Zaréited: ha Saul, a béhini tiad ar Saulited.
14Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a wenn Siméon; hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil war-n ugen̄t ha daou c’han̄t.
15Mipien Gad hervez hô c’héren̄tiézou; Séfon, a béhini tiad ar Séfonited: hag Aggi, a béhini tiad ann Aggited: ha Suni, a béni tiad ar Sunited:
16Hag Ozni, a béhini tiad ann Oznited: hag Her, a béhini tiad ann Hérited:
17Hag Arod, a béhini tiad ann Arodited: hag Ariel, a béhini tiad ann Ariélited.
18Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a C’had; hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.
19Mipien Juda a oé Her, hag Onan, péré a varvaz hô daou é douar Kanaan.
20Ha mipien Juda hervez hô c’héren̄tiézou: Séla, a béhini tiad ar Sélaited: ha Farez, a béhini tiad ar Farézited; ha Zaré, a béhini tiad ar Zaréited.
21Hôgen mipien Farez a oé Hesron, a béhini tiad ann Hesronited: hag Hamul, a béhini tiad ann Hamulited.
22Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a Juda; hag ann niver anézhô a oa eûz a c’houéac’h mil dék ha tri-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.
23Mipien Isakar hervez hô c’héren̄tiézou: Tola, a béhini tiad ann Tolaited: ha Fua, a béhini tiad ar Fuaited.
24Ha Jasub, a béhini tiad ar Jasubited: ha Semran, a béhini tiad ar Semranited.
25Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a Isakar; hag ann niver anézhô a oa eûz a bévar mil ha tri-ugen̄t mil ha tri c’han̄t.
26Mipien Zabulon hervez hô c’héren̄tiézou: Sared, a béhini tiad ar Sarédited; hag Élon, a béhini tiad ann Élonited: ha Jalel, a béhini tiad ar Jalélited.
27Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a Zabulon; hag ann niver anézhô a oa eûz a dri-ugen̄t mil ha pemp-kan̄t.
28Mipien Jozef hervez hô c’héren̄tiézou: Manasé hag Éfraim.
29A Vanasé eo bét ganet Mac’hir, a béhini tiad ar Vac’hirited: ha Mac’hir a oé tâd Galaad, a béhini tiad ar C’halaadited.
30Galaad en dôé da vipien, Jézer, a béhini tiad ar Jézérited: hag Hélek, a béhini tiad ann Hélékited:
31Hag Asriel, a béhini tiad ann Asriélited; ha Séchem, a béhini tiad ar Séchémited:
32Ha Sémida, a béhini tiad ar Sémidaited: hag Héfer, a béhini tiad ann Héférited.
33Hôgen Héfer a oé tâd da Zalfaad, péhini n’en dôé két a vipien, hôgen merc’hed hép-kén, a bére éma aman̄ ann hanvou: Maala, ha Noa, hag Hégla, ha Melcha, ha Tersa.
34Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a Vanasé, hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil hag han̄ter-kan̄t mil ha seiz kan̄t.
35Hôgen mipien Éfraim hervez hô c’héren̄tiézou, a oé ar ré-man̄: Sutala, a béhini tiad ar Zutalaited: ha Bécher, a béhini tiad ar Véchérited: ha Téhen, a béhini tiad ann Téhénited.
36Hôgen mâb Sutala a oé Héran, a béhini tiad ann Héranited.
37Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a Éfraim; hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil ha trégon̄t mil ha pemp kan̄t.
38Chétu mipien Jozef hervez hô ziadou. Mipien Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou: Béla, a béhini tiad ar Belaited: hag Asbel, a béhini tiad ann Asbélited: hag Ahiram, a béhini tiad ann Ahiramited:
39Ha Sufam, a béhini tiad ar Sufamited: hag Hufam, a béhini tiad ann Hufamited.
40Mipien Béla a oé Héred ha Noéman. Eûz a Héred, tiad ann Hérédited: eûz a Noéman, tiad ann Noémanited.
41Chétu mipien Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou; hag ann niver anézhô a oa eûz a bemp mil ha daou ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t.
42Mipien Dan hervez hô c’héren̄tiézou: Suham, a béhini tiad ar Suhamited. Ar ré-zé eo mipien Dan hervez hô ziadou.
43Suhamited é oen̄t holl; hag ann niver anézhô a oa eûz a bévar mil ha tri-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t.
44Mipien Aser hervez hô c’héren̄tiézou, Jemna, a béhini tiad ar Jemnaited: ha Jessui, a béhini tiad ar Jessuited: ha Brié, a béhini tiad ar Briéited.
45Mipien Brié a oé Héber, a béhini tiad ann Hébérited: ha Melkiel, a béhini tiad ar Velkiélited.
46Hôgen hanô merc’h Aser, a oé Sara.
47Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a vipien Aser: hag ann niver anézhô a oa eûz a dri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.
48Mipien Neftali hervez hô c’héren̄tiézou: Jésiel, a béhini tiad ar Jésiélited: ha Guni, a béhini tiad ar Gunited:
49Ha Jéser, a béhini tiad ar Jésérited: ha Sellem, a béhini tiad ar Sellémited.
50Ar ré-zé eo kéren̄tiézou mipien Neftali, hervez hô ziadou; hag ann niver anézhô a oa eûz a bemp mil ha daou-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t.
51Chétu ann niver eûz a strollad mipien Israel, en em gavaz eûz a c’houec’h kan̄t mil hag eur mil ha seiz kan̄t ha trégon̄t.
52Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
53Ann douar a vézô rannet étré ar ré-man̄, évit ma vézô enn hô c’hers hervez ann niver eûz hô hanvou.
54D’ar ré a vézô é niver brâz, é rôi eul lôden vrasoc’h, ha d’ar ré a vézô é niver bihan, é rôi eul lôden vihanoc’h; hag ar gers a vézô rôet da bép-hini, hervez ma eo bét nivéret bréma:
55Enn hévélep doaré koulskoudé ma vézô rannet ann douar dré ar sort étré ar breûriézou hag ann tiadou.
56Kémen̄t a vézô digwézet dré ar sort, a zeûi é kers ann niver brâz pé ann niver bihan.
57Chétu ivé niver mipien Lévi hervez hô ziadou: Gerson, a béhini tiad ar C’hersonited: ha Kaat, a béhini tiad ar C’haatited: ha Mérari, a béhini tiad ar Vérarited.
58Ar ré-man̄ eo tiadou Lévi: tiad Lobni, tiad Hébroni, tiad Moholi, tiad Musi, tiad Koré. Hôgen Kaat a oé tâd Amram,
59Péhini en dôé da c’hrég Joc’habed, merc’h Lévi, péhini a oé ganet d’ézhan̄ enn Éjipt, hou-man̄ a c’hanaz eûz a Amram, hé ozac’h, daou vâb Aaron ha Moizez, ha Mari hô c’hoar.
60Eûz a Aaron é oé ganet Nadab hag Abiu, Éléazar hag Itamar:
61A béré Nadab hag Abiu a varvaz, évit béza kenniget tân a ziavéaz dirâg ann Aotrou. 6£ Hag ar ré holl eûz a diad Lévi, péré a oé nivéret, a oa eûz a dri mil paotr war-n-ugen̄t, adaleg eur miz hag ouc’h-penn: rak na oen̄t két nivéret é-touez bugalé Israel, ha na oé két rôet a zigwéz d’ézhô é-mesk ar ré all.
63Chétu ann niver eûz a vugalé Israel, savet gan̄t Moizez hag Éléazar ar bélek -brâz é mésiou Moab, a-héd ar Jourdan, ha rag-énep da Jérikô;
64É-touez péré n’en em gavaz hini eûz ar ré a oa bét nivéret ken̄t gan̄t Moizez hag Aaron é distrô Sinai.
65Rak diouganet en dôa ann Aotrou pénaoz é varvchen̄t holl enn distrô. Na choumaz éta hini anézhô, némét Kaleb, mâb Jéfoné, ha Jozué, mâb Nun. ———— XXVII. PENNAD. Lézen é-kén̄ver ann digwésiou. Jozué lékéat gan̄t ann Aotrou é-léac’h Moizez.