Niveroù 27:3
Hon tâd a zô marô enn distrô: né kéd en em gavet enn dispac’h a zô bét savet gan̄t Koré a-éneb ann Aotrou; hôgen enn hé béc’hed eo marvet, ha n’en deûz két bét a baotred. Pérâg é vézô-hén̄ tennet hé hanô eûz hé diad, enn abek n’en deûz két bét eur mâb? Rôit d’é-omp eunn digwéz é-touez kéren̄t hon tâd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Ha Moizez a zougaz hô goulenn da varn ann Aotrou.
Cross References
Numbers 14:35Râg ével ma em eûz hé lavaret, é rinn é-kén̄ver ar bobl fallagr-zé, péhini a zô en em zavet em énep: enn distrô-man̄ é vézô kaset-da-gét, hag é varvô.
Numbers 16:2A zavaz a-énep Moizez gan̄t daou c’hant han̄ter kan̄t dén all eûz a vugalé Israel, eûz ar ré gen̄ta eûz ar sinagog, ha péré, é amzer ar strolladou, a oa galvet dré hô hanvou.
Numbers 16:32Hag ô tigeri dindan-hô, é loun̄kaz anézhô, gan̄d hô zeltou, ha kémen̄d a oa d’ézhô.
Numbers 26:9Mipien Éliab a oé Namuel, ha Datan, hag Abiron. Ar ré-man̄, da lavaroud eo, Datan hag Abiron, a oé ar brin̄sed-zé eûz ar bobl, péré a zavaz a-énep Moizez hag Aaron é dispac’h Koré, pa en em zispac’hchon̄t a-énep ann Aotrou;
Numbers 26:64É-touez péré n’en em gavaz hini eûz ar ré a oa bét nivéret ken̄t gan̄t Moizez hag Aaron é distrô Sinai.
Ezekiel 18:4Chétu ann holl énéou a zô d’in: ével éné ann tâd, éma éné ar mâb d’in̄; ann éné a béc’hô a varvô hé-unan.