The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 27

1Hôgen merc’hed Salfaad, mâb Héfer, mâb Galaad, mâb Mac’hir, mâb Manasé, a oé mâb da Jozef, hag a béré chétu aman̄ ann hanvou, Maala, Noa, Hégla, Melka ha Tersa,

2A iéaz da gavout Moizez hag Eléazar ar bélek -brâz, hag holl brin̄sed ar bobl, é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez hag a lavaraz:

3Hon tâd a zô marô enn distrô: né kéd en em gavet enn dispac’h a zô bét savet gan̄t Koré a-éneb ann Aotrou; hôgen enn hé béc’hed eo marvet, ha n’en deûz két bét a baotred. Pérâg é vézô-hén̄ tennet hé hanô eûz hé diad, enn abek n’en deûz két bét eur mâb? Rôit d’é-omp eunn digwéz é-touez kéren̄t hon tâd.

4Ha Moizez a zougaz hô goulenn da varn ann Aotrou.

5Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄:

6Eunn dra reiz a c’houlenn merc’hed Salfaad. Rô d’ézhô kers é-touez kéren̄t hô zâd, ha ra zeûin̄t da hérézed d’ézhan̄.

7Ha chétu pétrâ a liviri da vugalé Israel:

8Pa vézô marô eunn dén divab, é tréménô madou ann tâd d’hé verc’h.

9Mar d-eo ivé diverc’h, en dévézô hé vreûdeûr da héred.

10Ha ma n’en deûz két a vreûdeûr, é rôot hé zigwéz da vreûdeûr hé dâd.

11Ha ma n’eo deûz két a éon̄tred a berz tâd, é vézô rôet hé zigwéz d’hé géren̄t nésa. Al lézen-zé a vézô miret didorr ha da vikenn gan̄t bugalé Israel, ével m’en deûz ann Aotrou hé c’hourc’hémennet da Voizez.

12Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez: Piñ war vénez Abarim-zé, ha sell ac’hanô oc’h ann douar a dléann da rei da vugalé Israel.

13Ha goudé m’az pézô hé wélet, éz î ivé étrézé da bobl, ével ma eo éat da vreûr Aaron;

14O véza ma hoc’h eûz gwall-c’hréat em c’hen̄ver é distrô Sin é-pâd énébiez ar bobl, ha né két bét fellet d’é-hoc’h va meûli dira-z-han̄ enn abek d’ann doureier, doureier ann énébiez é Kadez, é distrô Sin.

15Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou:

16Ra lakai ann Aotrou, Doué spéréjou pép kîk, eunn dén a vézô é penn d’ann holl bobl-man̄,

17A hellô mon̄d ha don̄t enn hô raok, hag hô c’hâs hag hô digas; évit na vézô két pobl ann Aotrou evel dén̄ved hép méser.

18Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Kémer Jozué, mâb Nun, ann dén-zé é péhini éma ar spéred, ha laka da zourn war-n-ézhan̄.

19Hé-man̄ en em zalc’hô dirâg Éléazar ar bélek -brâz, ha dirâg ann holl bobl;

20Hag é rôi d’ézhan̄ kélennou dirag ann holl, ha lôden eûz da véli, évit ma vézô sélaouet gan̄d holl strollad bugalé Israel.

21Rak-sé, pa vézô eunn dra da ôber, Éléazar ar bélek -brâz a c’houlennô ali digan̄d ann Aotrou. Diout gér Éléazar, Jozué a iélô hag a zeûi, hag holl vugalé Israel gan̄t-han̄, hag ann holl strollad.

22Moizez a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. Hag ô véza kéméret Jozué, é kasaz anézhan̄ dirâg Éléazar ar bélek -brâz, ha dirâg holl strollad ar bobl.

23Ha goudé béza lékéat hé zaouarn war hé benn, é tisplégaz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou. ———— XXVIII. PENNAD. Sakrifisou bemdez, évid deiz ar Sabbat, évid ar c’hen̄ta deiz eûz a bép miz, évit Pask hag évid ar Pan̄tékost.

← Niveroù 26Read In The App, Free →Niveroù 28 →

Study Niveroù 27

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536