Niveroù 32
1Hôgen mipien Ruben ha ré Gad hô dôa kalz a loéned, ha dreist-holl eul lôd brâz a gézek; pa wélchon̄t éta douarou Jazer ha Galaad péré a oa mâd évit maga loéned,
2É teujon̄t da gavout Moizez, hag Aaron ar Bélek -brâz, ha prin̄sed ar bobl, hag é léverchon̄t d’ézhô:
3Atarot, ha Dibon, ha Jazer, ha Nemra, hag Hesébon, hag Éléalé, ha Saban, ha Nébo, ha Béon,
4Douarou holl en deûz skôet ann Aotrou dirâk bugalé Israel, a zô eur vrô strujuz-brâz ha mâd évid lakaad al loéned da beûri; ha nî da zervicherien hon eûz kalz a loéned:
5Ma hon eûz kavet trugarez dira-z-od, rô d’é-omp, nî az péd, ann douar-zé é kers, ha n’hol laka két da dreûzi ar Jourdan.
6Ha Moizez a lavaraz d’ézhô: Ha mon̄d a rai hô preûdeûr d’ann emgann, hag é choumot-c’houi da éhana aman̄?
7Pérâg é tigalounékait-hu bugalé Israel, évit na grédin̄t két tréménout el léac’h a dlé ann Aotrou rei d’ézhô?
8Ha né két ével-sé a réaz hô tadou, pa gasiz anézhô eûz a Gadez-Barné évit gwéloud ar vrô?
9Rag goudé béza éat bété traon̄ien ar Bôd-rezin, ha béza sellet-pîz oud ar vrô holl, é tigalounékéchon̄t bugalé Israel, évit miroud out-hô n’az ajen̄t enn douar en dôa rôet ann Aotrou d’ézhô.
10Hag ann Aotrou ô von̄t drouk enn-han̄ a douaz, ô lavarout:
11Ann dud-zé a zô deûet eûz ann Éjipt, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h -penn, na wélin̄t két ann douar em bôa gwéstlet dré lé da Abraham, da Izaak da Jakob, ô véza né két fellet d’ézhô don̄t d’am heûlia,
12Némét Kaleb, mâb Jéfoné, ar C’hénézéad, ha Jozué, mâb Nun; ar ré-zé hô deûz leûniet va ioul.
13Hag ann Aotrou ô véza savet droug enn-han̄ a-éneb Israel, a lékéas anézhan̄ da gan̄tréal enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz, kén na oé éat-da-gét ann holl wenn tûd en dôa gréat ann droug-zé dira-z-han̄.
14Ha chétu c’houi, émé Moizez, a zâv é léac’h hô tadou, ével bugalé ha diskibled tûd a béc’hed, évit kreski c’hoaz buanégez ann Aotrou a-éneb Israel.
15Ma na fell két d’é-hoc’h heûlia ann Aotrou, é tilézô ar bobl enn distrô, ha c’houi a vézô kiriek d’hô marô holl.
16Hôgen hî, ô tôstaat out Moizez, a lavaraz d’ézhan̄: Sével a raimp kreier évid hon dén̄ved, ha staoliou évid hol loéned, ha keriou kré évid hor bugaligou;
17Hôgen nî a aozô hon armou, ha ni a iélô d’ar brézel é penn bugalé Israel, kén n’hor bézo hô lékéat da von̄t enn hô lec’hiou. Hor bugaligou a choumô er c’heriou môgériet, gan̄t kémen̄d a hellomp da gaout, évit béza miret diouc’h heskinou tûd ar vrô.
18Na zistrôimp két enn hon tiez, kén na biaouô bugalé Israel hô digwéz;
19Ha na c’houlennimp lôd é-béd enn tû all d’ar Jourdan, dré ma hon eûz a-vréman̄ hon hini er vrô a zô war-zû ar sâv-héol eûz ar ster-zé.
20Ha Moizez a lavaraz d’ézhô: Mar grîd ar péz hoc’h eûz lavaret, en em aozit évit kerzout dirâg ann Aotrou d’ar brézel.
21Kémen̄t brézéliad ac’hanoc’h ra dreûzô ar Jourdan hag hé armou gan̄t-han̄, kén n’en dévézô ann Aotrou kaset-da-gét hé énébourien,
22Ha ma vézô ann holl vrô dindân hé véli. Neûzé é viot didamall dirâg ann Aotrou ha dirâg Israel, hag ho pézô enn hô kers dirâg ann Aotrou ann douarou a c’hoan̄tait.
23Hôgen ma na rit két ar péz a livirit, diarvar eo é péc’hot a-énep Doué; ha gwézit pénaoz hô péc’hed a dizô ac’hanoc’h.
24Savid éta keriou évid hô pugaligou, ha kreier ha staoliou évid hô tén̄ved hag hô loéned; ha grîd ar péz hoc’h eûz gwéstlet.
25Mipien Gad ha mipien Ruben a lavaraz da Voizez: Da zervicherien omp; ôber a raimp ar péz a c’hourc’hémennô hon Aotrou.
26Lézel a raimp é keriou Galaad hor bugaligou, hor gragez, hor saoud hag hol loened all;
27Hôgen nî da zervicherien en em aozimb holl évit kerzout d’ar brézel, ével ma lévérez, té hon Aotrou.
28Moizez éta a réaz ar gourc’hémenn-man̄ da Éléazar ar Bélek -brâz, ha da Jozué, mâb Nun, ha da bennou ar c’héren̄tiézou é péb breûriez, ô lavarout:
29Mar treûz mipien Gad ha mipien Ruben ar Jourdan gan-é-hoc’h, hag hî armet holl évit mon̄d d’ar brézel dirâg ann Aotrou; pa vézô kouézet ar vrô dindân hô péli, rôid d’ézhô Galaad é kers.
30Hôgen ma na fell két d’ézhô tréménout gan-é-hoc’h, hag hî armet, é douar Kanaan, kéméren̄t bec’hiou évit choum enn hô mesk.
31Ha mipien Gad ha mipien Ruben a lavaraz: Ével m’en deûz lavaret hon Aotrou d’hé zervicherien, é raimp.
32Mon̄d a raimp, ha nî armet dirâg ann Aotrou, é douar Kanaan, hag éc’h an̄savomp pénaoz hon eûz bét a-vréman̄ douar é kers enn tu-man̄ eûz ar Jourdan.
33Moizez a rôaz éta da vipien Gad, ha da vipien Ruben, ha da han̄ter-vreûriez Manasé, mâb Jozef, rouan̄télez Séhon, roué ann Amorréed, ha rouan̄télez Og, roué Bazan, hag hô brô gan̄d hô c’hériou trô-war-drô.
34Goudé-zé mipien Gad a zavaz Dibon, hag Atarot, hag Aroer,
35Hag Étrot, ha Sofan, ha Jazer, ha Jegbaa,
36Ha Betnemra, ha Bétaran, keriou kré; hag é réjon̄t kreier évid hô loéned.
37Ha mipien Ruben a zavaz Hesébon, hag Éléalé, ha Kariataim,
38Ha Nabo, ha Baalméon, goudé béza trôet hô hanvou, ha Sabama; hag hî a rôaz hanvou névez d’ar c’heriou hô dôa savet.
39Hôgen mipien Machir, mâb Manasé, a iéaz da vrô C’halaad; hag hî a wastaz anézhî, hag a lazaz ann Amorréed péré a choumé enn-hi.
40Moizez a rôaz éta brô C’halaad da Vac’hir, mâb Manasé, péhini a choumaz enn-hi.
41Jair, mâb Manasé, a iéaz hag a géméraz hé bourc’hiou, péré a c’halvaz Havot Jair, da lavaroud eo, bourc’hiou-Jair.
42Nobé a iéaz ivé, hag a géméraz Kanat gan̄t hé bourc’hiou: hag hén̄ a c’halvaz anézhi Nobé, diouc’h hé hanô hé-unan. ———— XXXIII. PENNAD. Arzaôiou ann Israélited enn distrô.