The Bible Software
bible.software › Niveroù › Niveroù 6 › Niveroù 6:10

Niveroù 6:10

Hôgen d’ann eizved deiz é kennigô d’ar bélek diou durzunel, pé diou goulmik, é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

And on the eighth day he shall bring two turtles, or two young pigeons, to the priest, to the door of the tabernacle of the congregation:

In Context

9Hôgen ma varv eur ré war-eunn-taol dira-z-han̄, é vézô saotret gwéstl hé benn; lakaad a rai râk-tâl touza hé benn é deiz hé c’hlanérez, hag ivé d’ar seizved deiz.

11Hag ar bélek a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén evel eur sakrifiz-losk; hag é pédô évit-han̄, ô véza ma en deûz péc’het gan̄t ar gwél eûz ann dén marô-zé; hag é san̄télô a-nevez hé benn enn deiz-zé.

Read all of Niveroù 6

Cross References

Leviticus 1:14Hôgen mar béz kenniget d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk gan̄d evned, gan̄t turzunelled, pé gan̄t koulmédigou,

Leviticus 9:1D’ar seizved dervez, Moizez a c’halvaz Aaron hag hé vipien, hag hénaoured Israel; hag é lavaraz da Aaron:

Leviticus 14:22Ha diou durzunel, pé diou goulmik a béré é vézô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk;

Leviticus 15:14Ha d’ann eizved deiz é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, hag é teûi dirâg ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, hag é rôi anézhô d’ar bélek,

Ezekiel 44:26Ha goudé ma vézô bét glanet, é vézô nivéret d’ézhan̄ seiz dervez.

Romans 4:25Péhini a zô bét lékéat d’ar marô évid hor péc’héjou, hag a zô bét dazorc’het évid hon didamallout- ni. ———— V. PENNAD. l. O véza ével-sé didamallet dré ar feiz, hor bézet ar péoc’h, gan̄d Doué dré Jézuz-Krist hon Aotrou, 2 Dré béhini hon eûz ivé digémer dré ar feiz er c’hrâz-zé é péhini é choumomp stard, ha dré béhini en em veûlomp enn espéran̄s eûz a c’hloar bugalé Doué. 3 Ha nann hép-kén enn esperanz-zé, hôgen ivé en em veûlomp enn an̄keniou: ô c’houzout pénaoz ann an̄ken a ra ar sioulded. 4 Ar sioulded a ra ann arnod, hag ann arnod ann espéran̄s. 5 Hôgen ann espéran̄s-zé né két touelluz: dré ma eo skuḻet karan̄tez Doué enn hor c’halounou gan̄d ar Spéred-San̄tel a zô bét rôed d’é-omp. 6 Râk pérâk, pa édomp c’hoaz gwân, eo marô ar C’hrist évid ar béc’herien hervez ann amzer? 7 Hag évit-gwîr a véac’h unan-bennâg a felfé d’ézhan̄ mervel évid eunn dén gwirion: martézé koulskoudé unan-bennâg a grétfé mervel évid eunn dén éeun. 8 Hôgen ar péz a ziskouéz ar muia karan̄tez Doué enn hor c’hénver, eo penaoz, enn amzer ma édomp c’hoaz péc’herien, 9 Ar C’hrist a zo marô évid-omp; ével-sé pa’z omp bréma didamallet dré hé c’hoad, ken̄t-sé é vézimp dieûbet dré-z-han̄ eûz a vuanégez Doué. 10 Râk mar d-omp en em unanet gan̄d Doué dré varô hé vâb, ha nî c’hoaz hé énébourien, ken̄t-sé é vézimp salvet dré hé vuez-hén̄, bréma pa’z omp didamallet. 11 Ha nann hép- k én omp en em unanet, hôgen ivé en em veûlomp é Doué dré hon Aotrou Jézuz-Krist, digan̄t péhini eo deûed d’é-omp ann unvaniez-zé. 12 Dré-zé ével mar d-eo deûed ar péc’hed er béd dré eunn dén hép-kén, hag ar marô dré ar péc’hed, ével-sé ar marô a zô tréménet enn holl dûd dré ann hini é pehini hô deûz péc’het holl. 13 Râk bétég al lézen eo bét ar péc’hed er béd: hôgen pa né oa két c’hoaz al lézen, né oa két nivéret ar péc’hed. 14 Koulskoudé ar marô en deûz rénet adaleg Adam bété Moizez, é-kén̄ver zô-kén ar ré ha n’hô doa két péc’het dré derri lézen Doué, ével ma réaz Adam, péhini eo ar skeûden eûz ann hini da zon̄t. 15 Hôgen né d-eo két ar c’hrâs ével ar péc’hed; râk évit péc’hed unan hép-kén mar d-eo marô kalz a dûd, ken̄t-sé trugarez ha grâs Doué a zô en em skiñet gan̄t founder war veûr a hini dré c’hrâs eunn dén hép-kén péhini eo Jézuz-Krist. 16 Ha né d-eo két ar c’hrâz-zé ével ar péc’hed; râk tamallet omb bét dré ar varn évid eur péc’hed hép-kén; ha didamallet omp dré ar c’hrâs goudé meûr a béc’hed. 17 Râk ma en deûz rénet ar marô dré eunn dén hép-kén, enn abek da béc’hed eunn den hép-kén, kén̄t-sé ar ré da béré eo rôet eur founder a c’hrâs, a drugarez hag a wirionez, a rénô er vuez dré eunn dén hép-kén péhini eo Jézuz-Krist. 18 Ével éta ma eo dré béc’hed unan hép-kén eo kouézet ann dûd holl er varnédigez, ével-sé ivé eo dré wirionez unan hép-kén eo bét rôed d’ann holl dûd didamall ar vuez. 19 Râk ével meûr a hini a zô deûed da béc’herien dré zizen̄ti oud eunn dén hép-kén; ével-sé ivé meûr a hini a zeûi da dûd-gwirion dré zen̄ti oud unan hép-kén. 20 Al lézen a zô deûet évid digas eul lôd brâz a béc’héjou. Hôgen el léac’h ma’z eûz eul lôd brâz a béc’héjou, éz eûz eul lôd brasoc’h a c’hrasou. 21 Évit ével ma en deûz rénet ar péc’hed ô rei ar marô, é rénô ivé ar c’hrâs dré ar wirionez ô rei ar vuez peûr-baduz dré Jézuz-Krist hon Aotrou. ———— VI. PENNAD.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Niveroù 6:10

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Niveroù 6:9Niveroù 6Niveroù 6:11 →