Niveroù 6
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Piou bennâg, goâz pé vaouez, en dévézô gréat eul le évit béza san̄télet, hag a vézô falvézet d’ézhan̄ en em wéstla d’ann Aotrou,
3A ziouérô gwîn ha kémen̄d a hell mezvi. Na évin̄t két a wîn-égr gréat gan̄t gwîn, na gan̄t braoued all é-béd; ha na évin̄t nétrâ eûz a gémen̄t a zô tennet eûz a zûn ar rézin: na zebrin̄t na rézin névez, na rézin séac’h.
4Enn holl zeisiou ma in̄t en em wéstlet d’ann Aotrou gan̄t lé, na zebrin̄t két eûz a gémen̄t a hell don̄t eûz ar winien, adaleg ar rézin séac’h, bétég ar markou.
5É-pâd ann holl amzer ma vézô rannet ann Nazaréad, ann aoten na dréménô két war hé benn, kén na vézô sévénet ann holl zeisiou évit péré eo en em wéstlet d’ann Aotrou. San̄tel é vézô, hag é lézô da greski bléô hé benn.
6É-pâd ann holl amzer eûz hé westl, na dôstai két oud eur c’horf marô;
7Ha n’en em zaotrô két war-lerc’h kaon̄ hé dâd, pé hé vamm, pé hé vreûr, pé hé c’hoar, ô véza ma éma gwéstlérez ann Aotrou war hé benn.
8É-pâd ann holl zeisiou ma vézô rannet, é vézô san̄tel d’ann Aotrou.
9Hôgen ma varv eur ré war-eunn-taol dira-z-han̄, é vézô saotret gwéstl hé benn; lakaad a rai râk-tâl touza hé benn é deiz hé c’hlanérez, hag ivé d’ar seizved deiz.
10Hôgen d’ann eizved deiz é kennigô d’ar bélek diou durzunel, pé diou goulmik, é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez.
11Hag ar bélek a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén evel eur sakrifiz-losk; hag é pédô évit-han̄, ô véza ma en deûz péc’het gan̄t ar gwél eûz ann dén marô-zé; hag é san̄télô a-nevez hé benn enn deiz-zé.
12Hah hén̄ a wéstlô d’ann Aotrou deisiou he rannidigez, ô kenniga eunn oan bloaz évid ar péc’hed; enn hévélep doaré koulskoudé ma teûi ann deisiou ken̄ta da véza didalvez, ô véza ma eo bét saotret hé zan̄télez.
13Chétu lézen gwéstl ann Nazaréad. Pa vézô tréménet ann deisiou évit péré eo en em wéstlet, ar bélek a gasô anézhan̄ é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez;
14Hag é kennigô hé gennig d’ann Aotrou, eunn oan bloaz dinam évid eur sakrifiz-losk, hag eunn dan̄vad bloaz dinam évid ar péc’hed, hag eunn tourz dinam évid ann hostiv a béoc’h.
15Kenniga a rai ivé eur gést bara dic’hoell glébiet gan̄d éôl, ha kouiñou dic’hoell glébiet gan̄d éôl, ha braoued-kennig pep-hini anézhô.
16Ar béleg a gennigô anézhô dirâg ann Aotrou, kén évid ar péc’hed, kén évid ar sakrifiz-losk.
17Laza a rai ivé d’ann Aotrou eunn tourz ével eunn hostiv a béoc’h; hag é kennigô enn hévéleb amzer kést ar baraou dic’hoell hag ar braoued-kennig a dlé béza rôet diouc’h ar c’hîz.
18Neûzé pennad-bléô ann Nazaréad a zô gwestlet a vézô touzet é-tâl dôr ann tabernakl a gévrédigez; hag ar bélek a gémérô hé vléô hag hô lakai war ann tân a vézô dindân ar sakrifiz a béoc’h.
19Kéméroud a rai ar skoaz poaz eûz ann tourz, eunn dorz hép goell eûz ar c’havel, hag eur gouiñ dic’hoell, hag é lakai anézhô é dourn ann Nazaréad, goudé béza touzet hé benn.
20Ann Nazaréad hô rôi adarré d’ar bélek, péhini hô savô dirâg ann Aotrou; ha goudé béza bét san̄télet é vézin̄t d’ar bélek, ével ar poull-kaloun a zô bét gourc’hémennet hé ranna, hag ar vorzed; goudé-zé ann Nazaréad a hellô éva gwîn.
21Chétu lézen ann Nazaréad, pa en dévézô gwéstlet hé gennig d’ann Aotrou évid ann amzer eûz hé wéstlérez, héb ar sakrifisou all a hellô da ôber gan̄d hé zourn hé-unan. Evid en em beûr-zan̄téla, é rai kémen̄d en dôa lékéat enn hé benn da ôber évit gwéstl.
22Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
23Lavar da Aaron ha d’hé vipien: Ével-henn é vennigot bugalé Israel, hag é léverrot d’ézhô:
24Ra vennigô ann Aotrou ac’hanod, ha ra virô ac’hanod.
25Ra ziskouézô ann Aotrou hé zremm d’id, ha r’en dévézô truez ouz-id.
26Ra drôi ann Aotrou hé zremm ouz-id, ha ra rôi ar péoc’h d’id.
27Ével-sé é c’halvin̄t va hanô war vugalé Israel, ha mé a vennigô anézhô. ———— VII. PENNAD. Kennigou brin̄sed ar breûriézou.