Niveroù 6:20
Ann Nazaréad hô rôi adarré d’ar bélek, péhini hô savô dirâg ann Aotrou; ha goudé béza bét san̄télet é vézin̄t d’ar bélek, ével ar poull-kaloun a zô bét gourc’hémennet hé ranna, hag ar vorzed; goudé-zé ann Nazaréad a hellô éva gwîn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 7:31Péhini a zevô al lard war ann aoter; hôgen poullig ar galoun a vézô évid Aaron hag hé vipien.
Leviticus 7:34Râk mired em eûz a gîg ann hostivou péoc’huz bugalé Israel, poull ar galoun a zaveur dira-z-oun, hag ar skoaz a zô bét rannet; hag hô rôed em eûz d’ar béleg Aaron ha d’hé vipien, dré eul lézen peûr-baduz, é-touez pobl Israel.
Leviticus 10:15O véza ma hô deûz savet dirâg ann Aotrou ar skoaz, ar poull-kaloun hag al lard a zeveur war ann aoter, ha ma’z éo kémen̄t-sé d’id ha d’az vipien, dré eul lézen peûr-baduz, ével ma en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.
Numbers 5:25Ar bélek a gémérô eûz hé dourn ar sakrifiz a oaz, hag hé savô dirâg ann Aotrou; hag hel lakai war ann aoter; enn hévélep doaré koulskoudé,
Psalms 16:10O véza na zilézi két va éné enn ifern, ha na c’houzan̄vi két é wélfé da zan̄t ar vreinadurez.