Niveroù 7:89
Ha p’az éa Moizez é tabernakl ar gévrédigez, évit goulenn kuzul digan̄d ann orakl, é klevé ar vouéz eûz ann hini a gomzé out-han̄ eûz ar goulc’her péhini a oa war arc’h ann desténi étré ann daou chérubin, a béléac’h é komzé out Moizez. ———— VIII. PENNAD. Eûz ar chan̄toler hag eûz ar c’hleûzeûriou. Sakrérez al Lévited.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 149-199) ◄ Al Lévitik Ann Nivérou Ann Deutéronom ► ANN NIVÉROU. ———— I. PENNAD. Nivérérez ann Israélited. Kargou al Lévited. 1 Ann Aotrou a gomzaz out Moisez é distrô Sinai, eûz a dabernakl ar gévrédigez, ar c’hen̄ta deiz eûz ann eil viz, eûz ann eil vloaz, goudé ma oa deûet bugalé Israel er-méaz eûz ann Éjipt, hag é lavaraz:
Numbers 12:8Rak mé a goms out-han̄ a c’hénou-é-génou; hag hén̄ a wél ann Aotrou splann, nann dindân lavariou gôlôet ha dindân doaréou. Pérâg éta n’hoc’h eûz-hu két bét a aoun ô drouk-komza diwar-benn va zervicher Moizez?
Psalms 99:1Ann Aotrou a rén, ra grénô ar boblou; azézet eo war ar gérubined, ra vérô horellet ann douar.