The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 7

1Enn deiz é péhini en dôa Moizez peûr-c’hréat ann tabernakl, ha m’en dôé hé zavet, ma en dôé hé éôliet hag hé zan̄télet, gan̄d hé holl listri, hag ann aoter ivé gan̄d hé holl listri;

2Prin̄sed Israel hag ar pennou tiégez é péb breûriez, péré a c’hourc’hémenné d’ar ré a oa bét nivéret,

3A gennigaz hô rôou dirâg ann Aotrou, c’houec’h karr gôlôet, gan̄d daouzég éjenn. Daou brin̄s a gennigaz eur c’harr, ha péb a éjenn, hag é tigaschon̄t anézhô dirâg ann tabernakl.

4Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez:

5Kémer-hi digan̄t-hô évit servich ann tabernakl, ha rô-hi d’al Lévited hervez ar reiz eûz hô c’harg.

6Moizez a géméraz éta ar c’hirri hag ann éjenned, hag a rôaz anézhô d’al Lévited.

7Daou c’harr ha pévar éjenn a rôaz da vipien Gerson, hervez ann ézomm hô dôa anézhô.

8Ar pévar c’harr all hag ann eiz éjenn a rôaz da vipien Mérari, hervez hô c’harg hag hô servich, dindân béli Itamar, mâb Aaron, ar bélek-brâz.

9Hôgen da vipien Kaat né rôaz na kirri nag éjenned, ô véza ma in̄t karget eûz a zervich ar san̄tuar, ha ma tougon̄t hô béac’h war hô diskoaz.

10Ar brin̄sed a réaz éta hô c’hennig dirâg ann aoter évit sakrérez ann aoter, enn deiz é péhini é oé éôliet.

11Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Ra gennigô pép prin̄s he rôou, pép-hini d’hé zeiz, évit sakrérez ann aoter.

12Enn deiz ken̄ta Nahason, mâb Aminadab, eûz a vreûriez Juda, a rôaz hé gennig;

13Hag he gennig a oé eûr plad arc’han̄t a boézé dék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t a boézé dék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

14Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

15Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

16Eur bouc’h évid ar péc’hed;

17Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemp bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Nahason, mâb Aminadab.

18Enn eil zeiz Natanael, mâb Suar, prin̄s eûz a vreûriez Isakar,

19A gennigaz eur plad archan̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

20Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

21Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

22Eur bouc’h évid ar péc’hed;

23Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemp bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Natanael, mâb Suar,

24Enn trédé deiz Éliab, mâb Hélon, prin̄s bugalé Zabulon,

25A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

26Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

27Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk.

28Eur bouc’h évid ar péc’hed;

29Hag évit ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig, Éliab, mâb Hélon.

30Er pevaré deiz Élisur, mâb Sédéur, prin̄s bugalé Ruben,

31A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

32Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

33Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

34Eur bouc’h évid ar péc’hed;

35Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz. pemb bouc’h, pemb oan bioaz. Chétu kennig Élisur, mâb Sédéur.

36Er pempved deiz Salamiel, mâb Surisaddai, prin̄s bugalé Siméon,

37A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

38Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

39Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

40Eur bouc’h évid ar péc’hed;

41Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Salamiel, mâb Surisaddai.

42Er c’houec’hved deiz Éliasaf, mâb Duel, prin̄s bugalé Gâd,

43A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄t éôl évid ar sakrifiz;

44Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

45Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

46Eur bouc’h évid ar péc’hed;

47Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Eliasaf, mâb Duel.

48Er seizved deiz Élisama, mâb Ammiud, prin̄s bugalé Éfraim,

49A gennigaz eur plad archan̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

50Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

51Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

52Eur bouc’h évid ar péc’hed;

53Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Elisama, mâb Ammiud.

54Enn eizved deiz Gamaliel, mâb Fadasur, prin̄s bugalé Manasé,

55A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

56Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

57Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

58Eur bouc’h évid ar péc’hed;

59Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Gamaliel, mâb Fadasur.

60Enn naved deiz Abidan, mâb Gédéon, prin̄s bugalé Ben̄jamin,

61A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

62Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

63Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

64Eur bouc’h évid ar péc’hed;

65Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Abidan, mâb Gédéon.

66Enn dékved deiz Ahiézer, mâb Ammisaddai, prin̄s bugalé Dan,

67A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

68Eul léstrik aour eûz a zék sikl leûn a ézan̄s;

69Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

70Eur bouc’h évid ar péc’hed;

71Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemp bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Abiézer, mâb Ammisaddai.

72Enn unnékved deiz Fégiel, mâb Okran, prin̄s bugalé Aser,

73A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

74Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

75Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

76Eur bouc’h évid ar péc’hed;

77Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Fégiel, mâb Okran.

78Enn daouzékved deiz Abira, mâb Énan, prin̄s bugalé Neftali,

79A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur chôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz;

80Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s;

81Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk;

82Eur bouc’h évid ar péc’hed;

83Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Ahira, mâb Énan.

84Chétu éta ar péz a oé kenniget gan̄t prin̄sed Israel évit sakrérez ann aoter, enn deiz é péhini é oé éôliet: daouzek plad arc’han̄t, daouzék kôp arc’han̄t, daouzék léstrik aour;

85Pép plad arc’han̄t ô véza eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, ha pép kôp eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t; enn hévélep doaré ma poézé kevret ann holl listri arc’han̄t daou vil sikl ha pévar c’han̄t, hervez poéz ar san̄tuar;

86Daouzék léstrik aour leûn a ézan̄s, ha pép-hini eûz a zék sikl, hervez poéz ar san̄tuar; da lavaroud eo enn-holl c’houec’h-ugen̄t sikl aour;

87Evid ar sakrifiz-losk, daouzég éjenn eûz ann tropel, daouzék tourz, daouzég oan bloaz, gan̄d hô braoued-kennig; daouzék bouc’h évid ar péc’hed.

88Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, pévar éjenn war-n-ugen̄t, tri-ugen̄t tourz, tri-ugen̄t bouc’h, tri-ugen̄t oan bloaz. Ar ré-zé eo kennigou sakrérez ann aoter, pa oé éôliet.

89Ha p’az éa Moizez é tabernakl ar gévrédigez, évit goulenn kuzul digan̄d ann orakl, é klevé ar vouéz eûz ann hini a gomzé out-han̄ eûz ar goulc’her péhini a oa war arc’h ann desténi étré ann daou chérubin, a béléac’h é komzé out Moizez. ———— VIII. PENNAD. Eûz ar chan̄toler hag eûz ar c’hleûzeûriou. Sakrérez al Lévited.

← Niveroù 6Read In The App, Free →Niveroù 8 →

Study Niveroù 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536