Niveroù 8:15
Ha goudé-zé éz ain̄t é tabernakl ar gévrédigez, évit va zervicha. Hag ével-sé é c’hlani hag é sakri anézhô ével eur c’hennig d’ann Aotrou: ô véza ma in̄t bét rôet d’in ével eur rô gan̄t bugalé Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Hag é ranni anézhô eûz a douez bugalé Israel, évit ma vézin̄t d’in.
16Hô c’héméret em eûz évid ar ré gen̄ta-ganet eûz a Israel, péré hô deûz digoret kôv hô mamm.
Cross References
Numbers 3:12Mé em eûz kéméret al Lévited é-touez bugalé Israel é léac’h ar ré gen̄ta-ganet a zigor kôv hô mamm é-touez bugalé Israel; râk-sé al Lévited a vézô d’in.
Numbers 4:3Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t bloaz eûz ar ré holl a ia é tabernakl ar gévrédigez évit skoazia hag évit servicha.
Numbers 8:13Lakaad a rî goudé al Lévited dirâg Aaron hag hé vipien, hag é sakri anézhô, goude béza hô c’henniget d’ann Aotrou;
1 Chronicles 25:1David éta ha prin̄sed ann armé a strollaz enn hô c’hargou mipien Asaf, hag Héman, hag Iditum, évit ma c’hoarichen̄t gan̄d ann télennou, gan̄d ar saltérionou, ha gan̄d ar simbalou, pép-hini oc’h ôber hé garg hervez hé niver.