Niveroù 8
1Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
2Komz oud Aaron, ha lavar d’ézhan̄: P’az pézô lékéat ar seiz kleûzeûr, é savi ar c’han̄toler war-zû ar c’hrésteiz. Gourc’hémenn éta pénaoz ar c’hleûzeûriou péré a zô lékéat war-zû ann han̄ter-nôz a zellô out taol ar bara kennig, ô véza ma tléon̄t goulaoui al léac’h a zô dirâg ar c’han̄toler.
3Ével-sé é réaz Aaron, hag é lékéaz ar c’hleûzeûriou war ar c’han̄toler, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
4Hôgen chétu pénaoz é oa gréat ar c’han̄toler: a aour skôet gan̄d ar morzol é oa holl, kenn ar walen anézhan̄, kenn ann holl varrou a zavé a bép tû; Moizez en dôa gréat ar c’han̄toler diouc’h ar skouér en dôa ann Aotrou diskouézet d’ézhan̄.
5Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
6Kémer al Lévited eûz a greiz bugalè Israel, ha glan-hi,
7Hervez al lîd-man̄: gan̄d dour glanérez é sparfi anézhô, hag hî a douzô holl vléô hô c’horf. Ha goudé m’hô dévézô gwalc’het hô diḻad, ha m’hô dévézô en em c’hlanet,
8Kémérin̄t eunn éjenn eûz ann tropel, hag évit braoued-kennig bleûd glépiet gan̄d éôl; té a gémérô ive eunn éjenn all eûz ann tropel évid ar péc’hed;
9Hag é likii al Lévited da dôstaat dirâk tabernakl ar gévrédigez, goudé béza dastumet holl vugalé Israel. (T).
10Pa vézô al Lévited dirâg ann Aotrou, bugalé Israel a lakai hô daouarn war-n-ézhô;
11Hag Aaron a gennigô al Lévited, ével eur rô a ra bugalé Israel d’ann Aotrou, évit ma servichin̄t anézhan̄ enn hé zervich.
12Al Lévited a lakai ivé hô daouarn war benn ann éjenned, a béré é kennigi unan évid ar péc’hed, hag égilé evid eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou, évid ma pédi évit-hô.
13Lakaad a rî goudé al Lévited dirâg Aaron hag hé vipien, hag é sakri anézhô, goude béza hô c’henniget d’ann Aotrou;
14Hag é ranni anézhô eûz a douez bugalé Israel, évit ma vézin̄t d’in.
15Ha goudé-zé éz ain̄t é tabernakl ar gévrédigez, évit va zervicha. Hag ével-sé é c’hlani hag é sakri anézhô ével eur c’hennig d’ann Aotrou: ô véza ma in̄t bét rôet d’in ével eur rô gan̄t bugalé Israel.
16Hô c’héméret em eûz évid ar ré gen̄ta-ganet eûz a Israel, péré hô deûz digoret kôv hô mamm.
17Râg ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel a zô d’in, kenn ann dûd, kenn al loéned. Mé em eûz hô san̄télet d’in, enn deiz é péhini em eûz skôet gan̄t kémen̄t ken̄ta-ganet eûz ann Éjipt;
18Ha mé em eûz kéméret al Lévited évid ar ré holl gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel.
19Ha mé em eûz hô rôet da Aaron ha d’hé vipien eûz a greiz ar bobl, évit ma zervichin̄t ac’hanoun é tabernakl ar gévrédigez é léac’h Israel, ha ma pédin̄t évit-hô; gan̄d aoun na zeûjé eur gouli war ar bobl, mar kréd tôstaad oud ar san̄tuar.
20Moizez hag Aaron, hag holl strollad bugalé Israel, a réaz éta é-kén̄ver al Lévited kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
21Hag hî a oé glanet, hag hî a walc’haz hô diḻad. Hag Aaron a zavaz anézhô dirâg ann Aotrou hag a bédaz évit-hô,
22Évit, goudé béza bét glanet, ma’z afen̄t é tabernakl ar gévredigez, évid ôber hô c’harg dirâg Aaron hag hé vipien. Ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez é-kenver al Lévited, ével-sé é oé gréat. (T).
23Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
24Chétu aman̄ al lézen évid al Lévited: Adalek pemp ploaz war-n-ugen̄t hag ouc’h-penn, éz ain̄t ébarz ann tabernakl évid ôber hô c’harg.
25Ha pa hô dévézô han̄ter-kan̄t vloaz krenn, éc’h éhanin̄t da zervicha.
26Skoazia a rain̄t hep-kén hô breûdeûr é tabernakl ar gévrédigez, évit mirout ar péz a zô bet fisiet enn-hô; hôgen na rain̄t mui hô c’harg. Chétu pétrâ a likii dindân garg al Lévited. ———— IX. PENNAD. Eil bask. Peûl koabr ha peûl tân.