Levr Ovadia 1:15
Rak tôst eo deiz ann Aotrou war ann holl vrôadou: ével ma éc’h eûz gréat, é vézô gréat d’id: da c’hôbr a zistrôi war da benn da-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 1:7Hag Adonibézek a lavaraz: Tri-ugen̄t roué, goudé béza bét trouc’het d’ézhô barrou hô daouarn hag hô zreid, a zastumé dindân va zaol ar boéd a choumé eûz va dilerc’h (T): ével ma em eûz gréat, en deûz gréat ann Aotrou d’in. Hé gâs a réjon̄t da Jéruzalem, hag é varvaz énô.
Psalms 110:5Ann Aotrou a zô oud da zourn déou; brévet en deûz ar rouéed é deiz hé vuanégez.
Proverbs 5:22Ann dén fallagr a zô paket enn hé fallagriez hé unan, ha gan̄d éréou hé béc’héjou eo éréet.
Jeremiah 12:14Mé hô skiñô, hag a rannô ar breûr diouc’h ar breûr, hag ar vugalé diouc’h ann tadou, émé ann Aotrou; na esperninn két, na zistolinn két, na drugarézinn két; hôgen kolla a rinn.
Jeremiah 49:12Savit ann arouéz war vuriou Babilon; kreskit hé diwall. Savid diwallerien, aozit spiou; râk mennet en deûz ann Aotrou, ha gréat en deûz kémen̄d en dôa diouganet a-énep tûd Babilon.
Lamentations 4:21Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus: bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz. THAU.