Levr Ovadia 1
1Gwélédigez Abdias. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué da Édom: Klévet hon eûz gér ann Aotrou, hag hén̄ en deûz kaset eur c’hannad étrézég ar brôadou: Savit, ha déomp da vrézélékaat out-han̄.
2Chétu mé em eûz da lékéat da véza bihan é-touez ar brôadou: gwall zispléd oud.
3Rogen̄tez da galoun en deûz da douellet: ô véza ma choumez é faoutou ar rec’hier, ha ma éc’h eûz savet uc’hel da drôn, éc’h eûz lavaret enn da galoun: Piou a dennô ac’hanoun d’ann douar?
4Ha pa zafchez kenn uc’hel hag ann érer, ha pa rajez da neiz é-touez ar stéred; mé az ténnô ac’hanô, émé ann Aotrou.
5Ma vijé deûet enn da dî laéroun pé riblerien a-zoug ann nôz, ha n’az pijé két tavet? Ha n’hô dévijé két hî kéméret hô gwalc’h hep kén? Ma vijé deûet ven̄dacherien enn da winien, ha n’ho dévijé két da vihana lézet d’id eur bod rézin?
6Pénaoz hô deûs-hi c’houiliet Ésau, hag hô deûs-hi klasket el lec’hiou ar ré guzéta?
7Bété da harzou in̄t éat war da lerc’h: ar ré holl hô dôa gréat kévrédigez gan-éz hô deûz gréat goap ac’hanod: ar ré hô doa gréat ar péoc’h gan-éz a zô bét savet enn da énep: ar ré a zebré gan-éz hô deûz aozet spiou d’id: n’eûz két a boell enn-han̄.
8Ha né két enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é kasinn ar ré fûr eûz ann Iduméa, hag ar ré boellek eûz a Ésau?
9Da dûd kré eûz ar c’hrésteiz hô dévézô aoun, ô véza ma vézô lazet kalz tûd war vénez Ésau.
10Enn abek d’as lazérez, ha d’as fallagriez é-kén̄ver da vreûr Jakob, é vézi gôloet a véz, hag é vézi kollet da-vikenn.
11Enn deiz ma oud savet enn hé énep, pa oa dispennet hé armé gan̄d ann diavésidi, hag éz éa hé énébourien enn hé bersier, hag é taolen̄t ar sort war Jéruzalem: té ivé a ioa ével unan anézhô.
12Na ri mui a c’hoab eûz da vreûr é deiz hé c’hlac’har, é deiz hé zizougadur: ha n’en em laouénai két diwar-benn bugalé Juda é deiz hô reûz,; ha na zigori két da c’hédou é deiz hé an̄ken.
13Na dreûzi két pors va fobl é deiz hé zisman̄tr: na rî mui a c’hoab eûz hé zroug é deiz hé goll: ha n’az i két war-lerc’h hé armé é deiz hé zispennadur.
14N’en em zalc’hi két er c’hroaz-hen̄chou évit laza ar ré a dec’hô: ha na strôbi két ann dilerc’h anézhan̄ é deiz hé en̄krez.
15Rak tôst eo deiz ann Aotrou war ann holl vrôadou: ével ma éc’h eûz gréat, é vézô gréat d’id: da c’hôbr a zistrôi war da benn da-unan.
16Râg ével ma hoc’h eûz évet war va ménez san̄tel, éc’h évô ivé bépréd ann holl vrôadou: hag hî a évô, hag a loun̄kô, hag a vézô ével pa na ven̄t két.
17Hôgen war vénez Sion é vézô ar zilvidigez; hag hén̄ a vézô san̄tel: ha tî Jakob a berc’hennô ar ré hô doa hé berc’hennet.
18Tî Jakob a vézô eunn tan, ha tî Jozef eur flamm, ha tî Ésau eur gôlôen: hag hî a vézô devet gan̄t-hô: hag hî hô loun̄kô: ha na choumô dilerc’h é-béd eûz a dî Ésau, râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.
19Ar ré a zô war-zû ar c’hrésteiz, hag é mésiou ar Filistined hô dévézô é digwéz ménez Ésau: hag hî a berc’hennô brô Éfraim, ha brô Samaria: ha Ben̄jamin en dévézô Galaad.
20Ha dizougadur armé bugalé Israel a berc’hennô holl lec’hiou ar C’hananéed bété Sarepta: ha dizougadur Jéruzalem, ar ré a zô er Bosfor, a biaouô keriou ar c’hrésteiz.
21Hag ar zavéterien a biñô war vénez Sion évit barna ménez Ésau: hag ar rén a vézô d’ann Aotrou.