Levr Ovadia 1:18
Tî Jakob a vézô eunn tan, ha tî Jozef eur flamm, ha tî Ésau eur gôlôen: hag hî a vézô devet gan̄t-hô: hag hî hô loun̄kô: ha na choumô dilerc’h é-béd eûz a dî Ésau, râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 19:20Râk mé, da zervicher, a anavez va féc’hed, ha râk-sé eo ounn deûet hiriô ar c’hen̄ta eûz a holl dî Jozef, hag ounn diskennet é-raog ann aotrou, va roué.
Isaiah 5:24Râk-sé ével ma krôg ann tân ér c’hôlô, ha ma eo dévet gan̄d ar flamm béô, ével-sé é vézô dévet hô grisien, hag hô gwenn a biñô évél pôultr; ô véza ma hô deûz disprizet lézen Aotrou ann arméou, ha ma hô deûz drouk-komzét gan̄t gér san̄t Israel.
Isaiah 31:9Er gwélvan hag er fillidigez éma ann douar; reustlet ha direizet eo al Liban: eunn distrô eo deûet Saron da véza; Basan hag ar C’harmel a zô bét gwastet.
Ezekiel 37:16Ha té, mab dén, kémer eunn tamm koat, ha skrîv war-n-ézhan̄: Da Juda ha da vugalé Israel hé eiled. Ha kémer eunn tamm koat all, ha skrîv war-n-ézhan̄: Da Jozef, koat Éfraim, ha da holl di Israel hé eiled.
Joel 2:5Va arc’han̄t ha va aour hoc’h eûz kéméret: enn hô templou hoc’h eûz kaset ar péz em boa a gaéra hag a zudiusa.
Amos 6:6C’houi péré a év gwîn é fiolennou, hag en em lard gan̄d éôl ar c’houéka: ha péré a zô dihégar é-kén̄ver glac’har Jozef.