Levr Ovadia 1:20
Ha dizougadur armé bugalé Israel a berc’hennô holl lec’hiou ar C’hananéed bété Sarepta: ha dizougadur Jéruzalem, ar ré a zô er Bosfor, a biaouô keriou ar c’hrésteiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
21Hag ar zavéterien a biñô war vénez Sion évit barna ménez Ésau: hag ar rén a vézô d’ann Aotrou.
Cross References
Jeremiah 13:19Ha distolet ha dilézet eo Juda gan-éz? Hag argarzuz eo deuet Sion d’as éné? Pérâg éta éc’h eûz-té skôet war-n-omp, enn hévéïep doaré n’eûz iéc’hed é béd évid-omp? Ar péoc’h a c’hortozemp, ha n’eo deûet nétrâ a vâd; hag amzer ar barédigez, ha chétu ar strafiḻ.
Jeremiah 33:13Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Kéa, ha lavar da dûd Juda, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem: Ha na zigémerrot két ar c’hélen évit sen̄ti out va gériou, émé ann Aotrou?
Ezekiel 34:12Ével ma emwél ar méser hé dropel, enn deiz ma en em gav é-kreiz hé zén̄ved a oa bét skiñet; ével-sé é emwélinn va dén̄ved, hag é tieûbinn anézhô eûz ann holl léc’hiou é péré é vézin̄t bét skiñet enn deiz a goabr hag a dévalien.
Hosea 1:10Ha niver bugalé Israel a vézô adarré ével tréaz ar môr, na hell béza men̄tet na nivéret: hag é léac’h ma eo bét lavaret d’ézhô: C’houi, n’oc’h két va fobl; é vézô lavaret d’ézhô: Bugalé ann Doué béo oc’h.