Levr Ovadia 1:3
Rogen̄tez da galoun en deûz da douellet: ô véza ma choumez é faoutou ar rec’hier, ha ma éc’h eûz savet uc’hel da drôn, éc’h eûz lavaret enn da galoun: Piou a dennô ac’hanoun d’ann douar?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Chétu mé em eûz da lékéat da véza bihan é-touez ar brôadou: gwall zispléd oud.
Cross References
Proverbs 18:12Abarz béza brévet, kaloun ann dén a zaô, hag abarz béza énoret, é véz izéléet (T).
Isaiah 10:14Ha va dourn en deûz kavet ével eunn neiz ar ré gréva eûz ar boblou; hag ével ma tastenneur ar viou a zô bét dilézet, ével-sé em euz strollet ann douar holl; ha dén n’en deûz fin̄vet hé askel, na digoret hé c’hénou, na lavaret gér.
Isaiah 14:15Ha koulskoudé oud bét taolet enn ifern, é gwéled ar poull.
Isaiah 47:7Ével-henn é lavar ann Aotrou, daspréner Israel, hag hé zen̄t, oud ann éné disprizet, out sklâv ann drec’herien: Ar rouéed a wélô, hag ar brin̄sed a zavô, hag hî a stouô enn abek d’ann Aotrou, péhini a zô bét féal, ha da zan̄t Israel, péhini en deûz da zilennet.