Levr ar C'hrennlavarioù 17:16
Pétrâ a dâl d’ann dén diskian̄t kaout madou, pa na hell két préna ar furnez? Néb a zâv uc’hel hé dî, a glask hé ziskar; hag ann hini a dec’h diouc’h ann deskadurez, a gouézô enn drouk.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Wherefore is there a price in the hand of a fool to get wisdom, seeing he hath no heart to it?
In Context
15Néb a zidamall ann dén fallagr, ha néb a damall ann dén reiz, a zô argarzuz hô-daou dirâk Doué.
17Néb a zô miñoun a gâr é péb amzer; hag ar breûr a anavézeur enn an̄ken.
Read all of Levr ar C'hrennlavarioù 17
Cross References
Psalms 81:11Hôgen va fobl na glevaz két va mouéz; hag Israel na zélaouaz két ac’hanoun.
Proverbs 8:4O tûd, étrézég enn-hoc’h é c’harmann, étrézé bugalé ann dûd éz â va mouéz.
Proverbs 14:6Ar goaper a glask ar furnez, ha n’hé c’hâv két; ar gélennadurez a zô éaz d’ar ré fûr.
Proverbs 21:25Ar c’hoan̄tou a lâz ann dén diek; râg hé zaouarn na c’hoan̄taon̄t két ôber tra é-béd.
Isaiah 55:1Ann dén reiz a varv, ha dén na laka évez enn hé galoun. Ann dûd trugarézuz a zô tennet er-méaz, râk n’eûz dén a gémen̄t en défé poell; râg ann dén reiz a zô bet tennet er-méaz évit pellaad diouc’h ann drougiez.