The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 17

1Gwell eo eunn tamm bara séac’h gan̄t lévénez, égéd eunn ti leûn a viktimou gan̄t strîv.

2Ar servicher fûr a aotrouniô war ar vugalé diskian̄t, hag a rannô ann digwéz étré ar breûdeûr.

3Ével ma eo arnodet ann arc’han̄t gan̄d ann tân, hag ann aour er fournigel; ével-sé é arnod ann Aotrou ar c’halounou.

4Ann dén drouk a zen̄t oud ann téôd direiz; hag ann dén touelluz a rô skouarn d’ar muzellou gaouiad.

5Néb a zispriz ar paour, a gunuc’h hé grouer; ha néb en em laouénai eûz a goll eunn all, na choumô két digastiz.

6Bugalé ar vugalé a zô kurunen ar ré gôz; ha gloar ar vugalé a zô hô zadou.

7Na zéré két geriou poelluz oud eunn dén direiz; na muzellou gaouiad oud eur prin̄s.

8Géd ann hini a c’héd a zô eur berlézen talvouduz brâz; a bé dû-bennâg é trô, en em rén gan̄t furnez.

9Néb a gûz ar gwall, a glask ar garan̄tez; néb a râ diskuḻiou, a rann ar ré a oa unvan.

10Gwell eo eur c’hrôz da eunn dén reiz, égét kan̄t taol da eunn dén direiz.

11Ann dén drouk a glask strivou bépréd; hôgen ann éal krîz a vézô kaset enn hé énep.

12Gwell é vé en em gavout gan̄t eunn oursez hag a vé kollet gan̄t-hi bé oursédigou, égéd gan̄t eunn dén foll a laka hé fisian̄s enn hé follen̄tez.

13Néb a zistôlô drouk évid mâd, n’az ai két ann droug eûz hé dî.

14Ann hini a zigor striv a zô ével ann hini a laosk ann dour; abarz ma en deûz gouzan̄vet ann dismégan̄s, é tilez ar reizded.

15Néb a zidamall ann dén fallagr, ha néb a damall ann dén reiz, a zô argarzuz hô-daou dirâk Doué.

16Pétrâ a dâl d’ann dén diskian̄t kaout madou, pa na hell két préna ar furnez? Néb a zâv uc’hel hé dî, a glask hé ziskar; hag ann hini a dec’h diouc’h ann deskadurez, a gouézô enn drouk.

17Néb a zô miñoun a gâr é péb amzer; hag ar breûr a anavézeur enn an̄ken.

18Ann dén diskian̄t a stlâk hé zaouarn, pa en deûz krétéet évid hé viñoun.

19Ann hini a glask kas drouk (T), a gâr ar strivou; ha néb a zâv uc’hel hé borz, a glask hé ziskar.

20Néb en deûz eur gwall galoun, na gavô két ar mâd; ha néb a drô hé déôd, a gouézô enn drouk.

21Ann dén diskian̄t a zô ganet enn hé véz hé-unan; tâd eunn dén foll n’em em laouénai két enn-han̄.

22Eur galoun laouen a rô ar iéc’hed d’ar c’horf; eur spéred trist a zizec’h ann eskern.

23Ann dén fallagr a zigémer rôou é-kûz, évit gwalla hen̄chou ar varn.

24War zremm ann dén poellek é lugern ar furnez; daoulagad ar ré ziskian̄t a zô balc’h.

25Ar mâb diskian̄t a zô buanégez ann tâd; ha glac’har ar vamm é deûz hé c’hanet.

26Né két mâd ôber gaou oud ann dén reiz: na skei gan̄d ar prin̄s a varn hervez ar reizded.

27Néb a zô fûr enn hé gomziou, a zô gwiziek ha poellek; hag ann dén gwiziek a espern ménoz hé spéred.

28Ann dén diskian̄t hé-unan, pa dâv, a drémen évit béza fûr; hag évit béza poellek pa zalc’h hé vuzellou serret. ———— XVIII. PENNAD. Rogen̄tez ha vuelded.

← Levr ar C'hrennlavarioù 16Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 18 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031