Levr ar C'hrennlavarioù 22:16
Néb a wask war ar paour, évit kreski hé vadou hé-unan, a rôi ivé da binvidikoc’h égét-han̄, hag a gouézô enn diénez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Ar follen̄tez a zô stâg é kaloun ar bugel, ha gwialen ar c’hélen hé c’hasô kuît.
17Izéla da skouarn, ha sélaou geriou ar ré fûr; ha stâg da galoun out va c’hélennadurez.
Read all of Levr ar C'hrennlavarioù 22
Cross References
Job 20:19Râk lékeat en deûz ar béorien enn noaz-béô ha flastret en deûz anezhô dindân hé dreid (T); skrapet en deûz hô ziez, péré n’en dôa két savet.
Proverbs 14:31Néb a wask war an dén dienek, a gunuc’h hé grouer; hôgen néb en deûz truez oud ar paour, a énor Doué.
Proverbs 28:3Ann dén paour péhini a wask war ar ré baour, a zô hen̄vel oud ar glaô diboell a zigas ann naounégez.
Micah 2:2C’houi péré a gasa ar mâd, hag a gâr ann drouk: a skrâp hô c’hroc’hen diwar-n-ézhan̄, hag ar c’hîk diwar hô eskern.
Luke 6:33Ha mar grît vâd d’ar ré a ra vâd d’é-hoc’h; pé trugarez a dléeur d’é-hoc’h? Râg ar béc’herien a ra ann hevélep trâ.
Luke 16:24Hag hén̄ enn eur c’harmi a lavaraz: Tâd Abraham, az péz truez ouz-in; kâs Lazar, évit ma lakai penn hé vîz enn dour, ha ma freskai va zéôd; râg gwall en̄krézed ounn er flamm-man̄.