Levr ar C'hrennlavarioù 22
1Gwell eo eunn hanô mâd égét madou brâz: hag ar c’hrâs vâd a zô dreist ann arc’han̄t hag ann aour.
2Ar paour hag ar pinvidik a zô en em gavet hô daou; ann Aotrou eo en deûz hô gréat ann eil hag égilé.
3Ann dén gwén a wél ann drouk, hag en em guz; ann dén diboell a ia ébiou, hag é kâv hé goll.
4Gôbr ar poell eo doujan̄s ann Aotrou, ar madou, ar c’hloar hag ar vuez.
5Ann armou hag ar c’hlézéier a zô é hen̄t ann den fallagr; hôgen ann hini a ziwall hé éné en em denn pell diout-hô.
6Peûr-vuia é lavareur: Ann dén-iaouan̄k a heûl hé hen̄t ken̄ta; ha pa zeûi da véza kôz, na bellai két diout-han̄.
7Ann dén pinvidik en deûz galloud war ann dén paour; hag ann hini a gémer arc’han̄t war gampi, a zô dindan dalc’h ann hini en deûz hé bréstet.
8Néb a hâd ar fallagriez, a védô ann droug, ha gwalen hé vuanégez a vézô torret.
9Néb a zô douget d’ann drugarez, a vézô benniget; ô véza ma en deûz rôet eûz hé vara d’ar paour. Néb a ra rôou a zellézô ar gounid hag ann énor; hôgen skrapa a râ hô éné d’ar ré a zigémer anézhô.
10Kâs-kuît ar goapaer, hag ann dael a iélô gan̄t-han̄; hag éc’h éhanô ar breûdou hag ar c’hunuc’hennou.
11Néb a gâr ar glanded a galoun, en dévézô ar roué da viñoun enn abek da c’hrâs hé vuzellou.
12Daoulagad ann Aotrou a vir ar wiziégez; ha gériou ann dén direiz a vézô kaset-da-gét.
13Ann dén diek a lavar: Éma al léon er-méaz, é-kreiz ar ruou é vijenn lazet.
14Eur poull doun eo génou ann diavésiadez; ann hini en deûz droulan̄s ann Aotrou, a gouézô enn-han̄.
15Ar follen̄tez a zô stâg é kaloun ar bugel, ha gwialen ar c’hélen hé c’hasô kuît.
16Néb a wask war ar paour, évit kreski hé vadou hé-unan, a rôi ivé da binvidikoc’h égét-han̄, hag a gouézô enn diénez.
17Izéla da skouarn, ha sélaou geriou ar ré fûr; ha stâg da galoun out va c’hélennadurez.
18Hou-man̄ a vézô kaer d’id da wélout, pa hé miri enn da galoun; hag hî en em skiñô war da vuzellou;
19Évit ma vézô da fisian̄s enn Aotrou: râk-sé em eûz hé diskouézet d’id hiriô.
20Chétu em eûz hé disrévellet d’id teir gwéach gan̄t préder ha gwiziégez:
21Évit rei da anaout d’id péger stard eo geriou ar wirionez, ha ma helli komza diwar hô fenn d’ar ré hô deûz da zigaset.
22Na heskin két ar paour, ô véza ma eo paour; na wask két war ann dén tavan̄tek é-tâl ar pors.
23Râg ann Aotrou a varnô hé géfridi, hag hén̄ a doullô ar ré hô dévézô toullet hé éné.
24Na vézez két miñoun da eunn dén buanek, ha na valé két gan̄d eunn dén diboell;
25Gan̄d aoun na zeskfez hé raven̄chou, ha na rôfez gwall skouér d’as éné.
26N’en em unvan két gan̄d ar ré a rô hô daouarn, hag en em gennig da gréd évid ann dléourien:
27Râk ma n’éc’h eûz két péadrâ da zisteûrel, pétrâ a virô na vézô tennet ar vallin diwar da wélé?
28N’az a két ébiou d’ann harzou kôz a zô bét lékéat gan̄t da dadou.
29Ha gwélet éc’h eûz-té eunn dén téar enn hé ôber? Hén̄ a zavô dirâg ar rouéed, ha na zavô két dirâg ann dûd dister. ———— XXIII. PENNAD. Choum stard é doujan̄s ann Aotrou.