Levr ar C'hrennlavarioù 28:16
Eur prin̄s diboell a waskô kalz a dûd gan̄d hé frouden; hôgen ann hini a gasa ar bizoni a astennô hé zeisiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Ével eul léon a iud, hag eunn ours naounek, eo eur prin̄s fallagr war eur bobl paour.
17Néb en deûz skuḻet goâd eur ré, ha pa déc’hché bétég ar poull, dén na virché out-han̄.
Read all of Levr ar C'hrennlavarioù 28
Cross References
Nehemiah 5:15Hôgen ar rénerien gen̄ta a oa bét em raok, hô dôa gwasket ar bobl, hag hô dôa kéméret digan̄t-hô daou-ugen̄t sikl bemdez war ar bara, war ar gwîn, ha war ann arc’han̄t; hag hô ministred hô c’hargé c’hoaz. Hôgen mé n’am eûz két gréat kémen̄t-sé, ô véza ma toujann Doué.
Ecclesiastes 4:1Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.
Amos 4:1Sélaouit ar gér-man̄, bioc’hed lard, a zô war vénez Samaria: c’houi péré a wask war ar béorien, hag a vâc’h ar ré ézommek; hag a lavar d’hô mistri: Digasit, hag évomp.